From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Manurhin MR 73 zo ur revolver un-ober ha daou-ober produet adalek 1973, da gentañ gant an embregerezh gall Manurhin e Mìlhüsa. Savet e oa bet gant Gilbert Maillard, ijinour e Manurhin, evit respont da c'houlenn polis hag Archeriezh vroadel Frañs evit o nerzhioù ispisial (BRI ha GIGN da gentañ). Produet e vez gant an embregerezh Chapuis Armes abaoe 1998 [1].
Manurhin MR 73 | |
---|---|
Ur Manurhin MR 73 implijet gant ar GIGN., dezhañ ur c'hanol 51/4 | |
Kinnig | |
Bro | Frañs |
Doare | Revolver un ober / daou ober (SA/DA) |
Munisionoù | .357 Magnum / .38 Special 9 mm Parabellum .357 Magnum Mega Match |
Produer | Manurhin (da gentañ) Chapuis Armes (abaoe 1998) |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | Etre 1,07 kg hag 1,19 kg hervez an adstumm |
Hirder | 195 mm da 234 mm |
Hirder ar c'hanol | 64 mm da 203 mm (2"1/2 da 8") |
Perzhioù all | |
Endalc'h | Taboulin 6 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Tost-tre eo gwikefre ha stumm an arm-mañ ouzh reoù ar Smith & Wesson Model 19. Brudet eo an MR 73 evit bezañ solut, resis ha fiziapl. Hervez dielloù an Archeriezh vroadel e voe tennet ouzhpenn 150.000 kartouchenn e skouerennoù zo eus revolverioù MR 73 ar GIGN : ar pezh nemetañ a voe ret cheñch e voe biñs an dornikell. Implijet e veze kartouchennoù .38 Special enne e plas ar re .357 Magnum evit esperniañ arc'hant hag evit izelaat ar riskl gwallzarvoudoù : abalamour ma oa kreñvoc'h galloud-toullañ an .357 Magnum e oa bet gloazet pe lazhet tud gant boledoù o doa treuzet an dud vizet da gentañ gant ar polis.
Implijet eo bet an MR 73 gant servijoù gall evel ar polis broadel, an Archeriezh Vroadel hag an ONCFS (bremañ Office Français de la Biodiversité). Kemeret eo bet e blas gant ar pistolennoù Beretta 92G (PAMAS) pe Glock 17 kambret e 9 × 19 mm Parabellum. Implijet e vez c'hoazh gant an Nerzhioù Ispisial peogwir ne skoilh ket hag e c'hall tennañ munisionoù galloudus en ur mod resis. Roet ez eus bet skouerennoù eus an MR 73 d'ar polis-kêr e lec'hioù 'zo adalek 2014.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.