From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Manufacture d'Armes de Saint-Étienne, anvet alies MAS, a oa un embregerezh gall diazezet e Saint-Étienne. Armoù en doa produet eus 1764 betek 2000. Brudet eo evit bezañ produet armoù hiniennel e-touez ar re implijetañ e istor Bro-C'hall en XXvet kantved.
Tachenn obererezhioù | greanterezh armoù |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1764, 1864 |
Stad | Frañs |
E tiriad | Saint-Étienne |
Daveennoù douaroniel | |
Furm lezennel | embregerezh Stad |
Sez sokial | Saint-Étienne |
Heuliet gant | KNDS France |
Produ | arm-tan |
Deiziad divodañ | 2001 |
Statud gladel | monumant istorel enskrivet |
Chomlec'h | 18, rue Bergson |
Kêr Saint-Étienne a oa brudet abaoe ar Grennamzer evit hec'h artizaned kontellerien. Ouzhpenn 80 milin a brodue armoù brezel pe chase. E 1665 e voe savet ur vagajenn roueel armoù e Pariz, pourvezet gant labouradegoù Saint-Étienne, betek-gouzout e vije ur brezel.
E 1764 en em vodas armeurerien ar gêr[1], hag e 1765 e resevas o bodadeg an anv Manufacture royale d'armes (Labouradeg Roueel Armoù)[2] gant asant Loeiz XV ha dindan renerezh an Ao. De Montbéliard. A-c'hras d'an titl « Manufacture royale » e c'halljont gwerzhañ armoù d'an armeoù gall pe estrañjour.
A-raok an Dispac'h Gall e kreskas ar produerezh tamm-ha-tamm hag ouzhpenn 12.000 arm a veze graet bep bloaz. E-pad an Dispac'h e oa uheloc'h c'hoazh an niver a armoù produet hag e voe lesanvet Saint-Étienne Armeville (Kêr an Armoù).
E 1838 e voe gwerzhet al labouradeg d'ar gouarnamant gant ar vreudeur Jovin. D'ar mare-se e veze produet war-dro 15.000 arm eno bep bloaz.
E-pad an Eil Impalaeriezh c'hall e oa uhel ar goulenn war an armoù-tan ha re strizh e oa deuet an uzin da vezañ. Divizet e vo sevel ul labouradeg nevez adalek 1864 evit tennañ gounid eus implij nerzh ar vapeur. 200.000 arm a c'hellas bezañ produet bep bloaz abalamour d'an araokadenn-se. Er bloavezhioù 1890 e oa ouzhpenn 10.000 micherour(ez) ha 9.000 mekanik en uzin, ha tro 1.600 fuzuilh a veze produet eno bemdez, ouzhpenn da revolverioù, pistolennoù, karabinennoù hag armoù all.
En XXvet kantved e heulias ar produerezh ar mareoù brezelioù-bed, peoc'h, aloubiñ ha brezelioù didrevadenniñ. E 1963 e voe choazet sevel dafar liesseurt : tourelloù kirri-houarnet, armoù a-enep tankoù ha dafar gwareziñ a-enep ar riskloù kimiek pe nukleel. Met war-ziskar ez eas ar urzhiadoù ha digreskiñ a reas tamm-ha-tamm a niver a implijidi (11.000 e 1940, 2.200 e 1981). GIAT Industries a renas war al labouradeg adalek 1898. E 2000 e voe serret al labouradeg da vat.[1]
Lod eus ar savadurioù zo bet distrujet e 2001. Skolioù-uhel ha burevioù ar chadennoù France Bleu ha France 3 a gaver bremañ war al lec'h. Anavezet eo evel monumantoù istorel abaoe 2006. Un nebeud savadurioù a zo chomet eno.
Ijinet e oa bet er MAS ar c'halibr kartouchennoù 7,5 × 54 mm 1929C a voe implijet en arme c'hall eus 1930 betek ar bloavezhioù 1990.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.