![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/7/75/MEN_Arena%252C_Manchester_%25287263927380%2529.jpg/640px-MEN_Arena%252C_Manchester_%25287263927380%2529.jpg&w=640&q=50)
Manchester Arena
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Manchester Arena zo ur sal liesimplij lec'hiet e, Manchester, Bro-Saoz. Lec'hiet dres e kreiz kêr Manchester, un darn eus ar sal vras a zo a-us ar Manchester Victoria station. Ar Manchester Arena eo ar sal vrasañ e-keñver an niver a gadorioù e-touez salioù ar Rouantelezh-Unanet, an eil eo en Europa o kaout plas evit 21 000 arvester d'ar muiañ. Bez eo unan eus ar salioù implijetañ, gant abadennoù sport ha sonadegoù o vezañ graet enni. Ar Manchester Arena a oa ur savadur diazez evit harp goulenn kêr Manchester da gaout ar c'hoarioù olimpek e 1996 ha 2000. Implijet e voe ar sal evit ar C'hommonwealth Games e 2002.
D'an 22 a viz Mae 2017, e fin un arvest gant ar ganerez stadunanat Ariana Grande, e voe un dagadenn gant ur sponter eus ar Stad Islamek : 23 a dud a voe lazhet ha 120 gloazet fall.