An M16 eo ar fuzuilh-arsailh diazez hag implijetañ gant al lu amerikan a ra gant e stumm M16-A4 hiziv an deiz. E 81 vro e vez implijet an M16.

Fedoù berr-ha-berr Kinnig, Bro ...
M16 (fuzuilh)
Thumb

Eus an nec'h d'an traoñ : fuzuilhoù-arsailh M16A1, M16A2, M4A1 hag M16A4
Kinnig
Bro Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Mont en-dro Fuzuilh-arsailh aotomatek / damaotomatek
Munisionoù 5,56 × 45 mm NATO
Mare implij Abaoe 1959
Implijet e Brezel Vietnam, Aloubadeg Grenada gant Stadoù-Unanet Amerika, Aloubadeg Panama gant Stadoù-Unanet Amerika, Brezel Afghanistan (1979-1989), Brezel ar Pleg-mor, Brezel Afghanistan (2001-2021), Brezel Irak ha kalz brezelioù all
Pouez ha muzulioù (hervez an adstummoù)
Mas (hep kartouchenn) Etre 2,89 ha 3,77 kg
Mas (karget) Etre 3,42 ha 4,47 kg
Hirder Etre 986 ha 1.007 mm
Hirder ar c'hanol 508 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 550-800 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 960 m/s
Lusk-tennañ 700-900 tenn/mn
Endalc'h Karger fiñv 20, 30, 40, 60 pe 100 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A
Serriñ

Istor

Luziet eo bet ganedigezh ar fuzuilh-arsailh M16. Da zigentañ e oa un adstumm eus ar fuzuilh AR-15 savet gant an embregerezh armoù Armalite e 1958. Dre ma oa diampart a-galz an AR-15 e voe gwerzhet ar brevedoù gant Armalite d'an embregerezh Colt, a resevas un urzhiad a 8.000 fuzuilh evit soudarded ar Strategic Air Command e 1960.

Servijoù ijin lu ar Stadoù-Unanet a c'houlennas 1000 anezho ouzhpenn e 1962, da vezañ kaset da lu Viêt Nam ar Su evit seveniñ un taol-arnod gwirion meur. An taol-se a zegasas nebeud a geloù mat, setu ma voe savet un urzhiad a 85.000 XM16E1 e 1963 da derkañ troadegiezh al lu amerikan ha 19.000 M16 evit an aerlu.

Adal 1964 e voe degemeret an M16 da arm ofisiel an aerlu amerikan, hag adal 1967 evit an droadegiezh. Colt a resevas e 1966 un urzhiad a 850 000 fuzuilh-arsailh M16.

Tro-dro d'an M16

Thumb
Emgann e janglenn Vietnam : ur soudard o tennañ gant un M16 a-dreñv d'un oberater radio.

Keñveriet e vez alies, hag en un doare disprizius, an M16 gant an AK-47 soviedel. Lavaret e vez e vefe bet kollet Brezel Viêt Nam dre wall an M-16 [1] [2], ar pezh a zo droch avat rak kollet eo bet Brezel Afghanistan gant URSS daoust da implij an AK-47.

Liammoù diavaez

Notennoù ha daveennoù

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.