Loeroù-gaol
From Wikipedia, the free encyclopedia
Al loeroù-gaol[1] zo ur pezh dilhad-dindan en deus kemeret lec'h al loeroù abaoe ar bloavezhioù 1960.
Hervez o stumm int graet evit an holl dud, met gant ar merc'hed dreist-holl e vezont douget, ha dezho eo e vez klasket o gwerzhañ. Hiziv e vez douget loeroù-gaol gant merc'hedigoù kenkoulz ha gant o mammoù-kozh, gant paotred ivez a-wechoù.
Evel loeroù int d'an divhar, hag evel ur bragoù d'ar c'haol ha d'ar feskennoù, se zo kaoz e vez lavaret loeroù-bragoù ivez gant lod[2].
Talvezout a reont da zerc'hel tomm, da reiñ ur stumm brav d'an divhar pa vezont diskouezet, ha plijus int da zougen. Brudet e voent adalek ar bloavezhioù 1960, pa grogas reuziad ar vrozhig-verr.