From Wikipedia, the free encyclopedia
Llanrhos (anvet ivez Eglwys Rhos) zo ur gêriadenn hag ur barrez eus Kembre, e Sir Conwy. Er gevred da Llandudno emañ. E parrez Llanrhos emañ ivez Degannwy, Rhiwledyn ha Bae Penrhyn. Er Grennamzer e oa e kombod Creuddyn, hag a oa e-unan e kantrev Rhos.
Gouestlet eo an iliz-parrez anglikan da sant Ilar (saoznekaet e Hilary). E 1865 e voe adsavet an iliz, met eus dibenn ar Grennamzer eo al lodennoù koshañ anezhi. A-hervez e oa bet savet an iliz kentañ er VIvet kantved gant Maelgwn Gwynedd a oa e gastell e Degannwy.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.