kêr kembreat From Wikipedia, the free encyclopedia
Llanfairfechan zo ur gêr vihan hag ur gumuniezh e Sir Conwy, e hanternoz Kembre. War an aod emañ, war an hent etre Penmaenmawr, er reter, ha Bangor, er c’hornôg. E-keñver melestradurezh eo bet e Sir Gaernarfon, a-raok 1974, e kontelezh Gwynedd goude (1974–1996), hag e distrig Conwy emañ abaoe. Dont a ra kalz touristed da Llanfairfechan e-pad an hañv dre m’emañ war an aod. Annezet e oa gant 3 647 a dud e 2011 ha 46,7% anezho a oa kembraegerien.
Paludoù Morfa Madryn, er c’hornôg, zo aet d’ober ur gwarezva evned. Er su da gêr Llanfairfechan emañ torgennoù kentañ ar c’h-Carneddau.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.