![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/e/e6/Lina_Kostenko.jpg/640px-Lina_Kostenko.jpg&w=640&q=50)
Lina Kostenko
From Wikipedia, the free encyclopedia
Lina Vasylivna Kostenko (ukraineg : Ліна Василівна Костенко), bet ganet d'an 19 a viz Meurzh 1930 e Rjychtchiv, Raion Obouc'hiv, Oblast Kyiv, Republik Soviedel Ukraina, zo ur varzhez, ur skrivagnerez, ur gazetennerez hag un embannerez ukrainat. Un disrannadez e oa bet da vare URSS.
Fedoù berr-ha-berr Ліна Костенко ...
Lina Kostenko | |
---|---|
Ліна Костенко | |
![]() | |
Lina Kostenko e 2006 | |
Ganedigezh | 19 a viz Meurzh 1930 e Rjychtchiv ![]() ![]() |
Broadelezh | Ukrainat |
Micher | Barzhez, skrivagnerez, kazetennerez, embannerez |
Luskad | Шістдесятники Bloavezhioù 1960 |
Remzad | 1957-bremañ |
Enorioù | ![]() ![]() |
Serriñ
Muioc'h a restroù diwar-benn
a vo kavet e Wikimedia Commons.
E-touez diazezerien al luskad lennegezh "Bloavezhioù 1960" (Шістдесятники Chistdesyatnyky) e voe. Lakaet e vez da unan eus barzhed pennañ he bro, dre m'he deus azbevaet ar varzhoniezh ukrainek.
E 1967 e voe lakaet war listenn an dud kinniget evit Priz Nobel al Lennegezh (niv. 60)[1],[2].