From Wikipedia, the free encyclopedia
Life, Liberty and the pursuit of Happiness ("Ar Vuhez, ar Frankiz ha klask an Eurvad") zo un droienn saoznek vrudet eus Stadoù-Unanet Amerika a gaver e disklêriadur dieubidigezh ar vro. Ar frazenn a ro teir skouer eus gwirioù da viken hag a lavarer int bet roet d'an denelezh gant doue ar Bibl ha fiziet er gouarnamantoù evit difenn anezho [1]. Evel an holl bennaennoù all embannet en Dislêriadur dieubidigezh, an droienn n'eus ket un dalvoudegezh wirel eeun, met servijout a ra evel daveenn hag a chom diazez evit reiñ awen d'ar gournamant.
Disklêriadur dieubidigezh Stadoù-Unanet Amerika a oa bet skrivet gant Thomas Jefferson, ha goude-se e oa bet kemmet gant ur poellgor pemp den ([Committee of Five), a oa savet gant Jefferson, John Adams, Benjamin Franklin, Roger Sherman, ha Robert Livingston. Diwezhatoc'h c'hoazh e oa bet kemmet ha degemeret gant Poellgor an holl (Committee of the whole) an Eil Kendalc'h Kevandirel (Second Continental Congress) d'ar 4 a viz Gouhere 1776. En eil rannbennad kentañ pennad an Disklêriadur Dieubidigezh eo e c'haller lenn an droienn Life, Liberty and the pursuit of Happiness.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.