From Wikipedia, the free encyclopedia
Al leuegen a vez graet eus kroc'hen ul leue. Gwelloc'h ha tanavoc'h e vez pa vez hini ul leue marvet e korf e vamm-buoc'h.
Er Grennamzer e veze implijet krec'hin al leueoù d'ober golo al levrioù dornskrivet, dindan stumm an dornskridoù enlivet peurvuiañ. Ar skrivañ hag ar skeudenniñ a oa graet war follennoù parch da skrivañ warnañ. Priziet bras e oa al liv gwenn ha flourded ar c'hrec'hin-se. Ul labour diaes eo prientiñ ar c'hrec'hin hag an dra-se a zo graet gant kivijerien pe gant meginerien.
Al leuegen a c'hell bezañ prientet d'ober al lêr tanav evit keinañ al levrioù. Ar perzhded uhelañ a ya gant kroc'hen al leueoù ganet marv hag en deus un anv dibar dezhi, ar velin[1].
Paper velin (ha velin) pe leuegen[2] a vez graet ivez eus ur seurt paper kotoñs gwenn ha tanav implijet gant ar voullerien d'ober levrioù kaer. Graet e veze gwechall gant ur mekanik d'ober paper, ijinet en 1750 gant ar Saoz John Baskerville.
War leuegen gwir (ha n'eo ket war baper kotoñs) e vez moulet hidif aktaoù Breujoù Breizh-Veur, evit ma vint miret mat. N'hall ket bezañ ur mennozh fall pa soñjer ez eus bet kavet e 2006, en un daouarc'heg en Iwerzhon, ul levr salmoù a oa sanket enni 1000 bloaz a-raok, ha deuet eo war wel en ur stad vat.
Hidif e vez graet botoù-lêr pompad gant leuegen dreist-holl.
Implijet e vez al leuegen evid meur a viñviji seniñ a doserezh
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.