Lestrigoned
From Wikipedia, the free encyclopedia
Al Lestrigoned pe Laistrygoned (henc'hresianeg : Λαιστρυγόνες Laistrygónes) zo ur ouenn a c'higanted hag a zebre tud, e gwengelouriezh Hellaz. Meneget int dreist-holl en Odysseia gant Homeros, a ra anv eus « al Lestrigoned kreñv, muioc'h ramzed evit tud[1] ». Tremen a reas Odysseüs, haroz ar meurgan, dre o rouantelezh pa oa war e hent d'ar gêr goude Brezel Troia. Debret e oa ar braz eus tud Odysseüs gant ar ramzed a zistrujas ivez unnek eus e zaouzek lestr gant mein taolet diwar an tornaod. Lestr Odysseüs ne voe ket dispennet abalamour ma oa kuzhet en un ouf. [2]