![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/a/a6/Submarine_dive.gif/640px-Submarine_dive.gif&w=640&q=50)
Lestr-spluj
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ul lestr-spluj, pe splujerez, zo ul lestr hag a c'hall splujañ ha dilec'hiañ e teir mentad, war-c'horre ha dindan an dour. Disheñvel eo evel-se diouzh ar bigi hag al listri all a chom war-c'horre an dour ha diouzh ar batiskafoù na zilec'hiont nemet a-serzh.
Iskevrennad eus | vessel, underwater vehicle ![]() |
---|---|
Rann eus | dezougen-mor ![]() |
Anv | Tauchboot ![]() |
Anv berr | U-Boot ![]() |
Danvez implijet | carbon steel, alloy steel ![]() |
Source of energy | energiezh nukleel, diesel-electric transmission, air-independent propulsion ![]() |
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/b/b7/Virginia_class_submarine.jpg/640px-Virginia_class_submarine.jpg)
Ar pep brasañ eus al listri-spluj zo listri brezel. Al listri-spluj sivil a vez implijet dreist-holl evit an enklask e moroniezh hag industriezh an eoul-maen. Implijet e vez listri-spluj a-wechoù en touristerezh pe an treuzdougen dre vor, met ral a wech[1].
Donder splujañ brasañ[2] ul lestr-spluj brezel zo un nebeud kantadoù a vetroù. Eus ur c'hant metr bennak e-pad an Eil Brezel-bed ez eo tremenet da 300 pe 400 metr evit ar pep brasañ eus al listri-spluj a vremañ. Gouest eo al listri-spluj enklask moroniezh da ziskenn betek meur a viliad metr.