From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar c'hure (diwar al latin curatus) eo ar beleg katolik a zo lakaet en ur barrez gant an eskob evit skoazellañ ar person (cf. kanonioù 545-552 eus Lezenn ar gwir kanonel). Er parrezioù bras e veze gwechall meur a gure, pe kureed-skolaerien.
Kavet e vez ar ger curad e kerneveureg hag e kembraeg ivez. Ar saozneg a ra gant curate. Ar yezhoù latin a implij gerioù deveret eus ger vicarius : vicaire (paroissial) e galleg, vicario (parrocchiale) en italianeg, vicario (parroquial) e spagnoleg, vigário (paroquial) e portugaleg (gwelet ivez Pfarrvikar en alamaneg)[1].
Kure Brelevenez a oa bet lazhet c'hwec'h gwezh : titl ur gontadenn hag a voe dastumet e 1869 e Plûned gant Fañch an Uhel (Kontadennoù ar Bobl, teirvet levrenn, Al Liamm, 1988 ha niv. 29-30 Yod-Kerc'h).
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.