![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/f0/Winnipeg_Forks_-_Trilingual_Plaque.jpg/640px-Winnipeg_Forks_-_Trilingual_Plaque.jpg&w=640&q=50)
Krieg
yezh / From Wikipedia, the free encyclopedia
Krieg (anavezet ivez evel Cree-Montagnais, Cree-Montagnais-Naskapi) eo an anv a roer d'un toullad yezhoù algonkek heñvel-poch an eil ouzh eben ha komzet gant un 50 000 den bennak, eus ar bobl kri (Cree e saozneg) e Kanada, en un takad o vont eus Alberta betek Labrador.
Lod a gont 117 000 a dud en holl e Kanada, ar pezh a laka ar yezh e renk kentañ ar yezhoù amerindian e Kanada.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/f/f0/Winnipeg_Forks_-_Trilingual_Plaque.jpg/640px-Winnipeg_Forks_-_Trilingual_Plaque.jpg)
An izoglos pennañ implijet evit isrannañ ar yezh (pe yezhoù) kriek a denn d'an doare ma tiorroas /l/ ar c'hent-algonkeg, e sav rannyezhoù y, th, n, l diwarnañ.
Nav rannyezh pennañ zo (o vont a gornôg da reter) :
- Krieg ar c'hompezennoù (rannyezh y)
- Krieg ar c'hoadeier (saozneg "Woods Cree" (rannyezh th)
- Krieg ar gwernioù (saozneg "Swampy Cree") (rannyezh n)
- Krieg ar c'hornôg pe krieg ar c'hirvi-dour' (saozneg "Moose Cree") (rannyezh l)
- Krieg ar gevred (saozneg "James Bay Cree") (rannyezh y, a-wechoù anvet Kreeg ar Reter)
- Atikamekweg (rannyezh r)
- Montagneg (saozneg "Montagnais") (rannyezh l)
- Krieg ar biz (rannyezh rannyezh l, a-wechoù anvet Montagneg ar C'hornôg)
- Naskapieg (rannyezh y)
Meur a c'her a orin kriek a gaver ivez el luc'haj tchinouk, ur yezh-kenwerzh bet krouet evit an darempredoù gant Europiz.
Ur yezh liessintentezel eo ar c'hrieg, a c'hell sevel gerioù hir-spontus, evel kiskinohamatowkamikw, "skol", da lavaret eo al "lec'h ma vez lakaet da c'houzout an eil d'egile".
Implijet e vez silabenneg ar c'hrieg evit skrivañ ar c'hrieg dre vras, nemet e reter Kebek ha Labrador.
Kaozet e vez ivez un doare yezh kemmesk etre ar c'hrieg hag ar galleg anvet michifeg, a vez komzet ivez e Kanada.
Unan eus seizh yezh ofisiel Tiriadoù ar Gwalarn eo ar c'hrieg, met n'en deus ket ar memes statud e pep lec'h e Kanada ma vez komzet.