From Wikipedia, the free encyclopedia
Manitoba a zo unan eus 10 proviñs Kanada. E-kreiz ar vro emañ ha Winnipeg eo ar gêr-benn.
Talvezout a ra he anv kement ha "Tremen ar Spered Meur" e krieg. Dont a reas da vezañ 5vet proviñs Kanada d'ar 5 a viz Gouere 1870.
Ouzhpenn kant dek mil lenn a zo, hag un hinad kevandirel he deus. Pouezhus eo ar gounezerezh evit he armerzh.
Goloet eo Reter, Gevred ha Norzh Manitoba gant ar goadeg hanternozel avalpineged hag ar muskeg. El lodenn hanternozelañ eus ar broviñs, a-hed Bae Hudson, e kaver toundra. Goloiñ a ra ar c'hoadeier tro-dro 263 000 km2, da lavaret eo 48 % eus gorread ar vro. Er goadeg ez eus pin, pruñs, melez, elv, bezv. Pradeier vras a zo er Su.
Niverus eo ar spesadoù loened e Manitoba. Anavezet eo evit kaout kalz arzhed gwenn ha « kêr-benn an arzh gwenn » eo Churchill. Kirvi-erc'h ha bleizi a zo ivez. Kalz naered eus ar genad Thamnophis a zo e-kichen Narcisse. Dreist da 145 spesad laboused he deus Manitoba, en o zouez ar gaouenn lapon, arouez ofisiel ar broviñs, hag ar falc'hun pirc'hirin. El lennoù ez eus kalz spesadoù pesked, evel an dluzhed, ar vekeded ha hiodon alosoides.
Winnipeg eo ar gêr-benn, hag eizhvet kêr Kanada eo. Sez ar gouarnamant, ar Vodadenn lezenniñ hag al Lez-broviñs eo. Peder eus pemp skol-veur ar broviñs a zo, hag ivez un aeborzh etrebroadel lec'h ma zeus ur bon nijerezioù eus an aerlu kanadian.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.