Klein Henszlein
From Wikipedia, the free encyclopedia
Klein Henszlein pe Klaus Hanslein a oa ur morlaer alaman lakaet d'ar marv e 1573[1]. Tagañ a rae bigi e Mor an Hanternoz etre 1560 ha 1573. Trec'het ha prizoniet e voe gant ur flodad eus Hamburg. Degaset da Hamburg, Henszlein hag e genseurted a voe lakaet da vale e kêr a-raok bezañ dibennet holl. O fennoù a voe lakaet war pikoù ha war ziskouez.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/8/8a/Hinrichtung2.jpg/640px-Hinrichtung2.jpg)
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/3/3a/Henszlein.jpg/320px-Henszlein.jpg)
Hervez testeni ar bourev e voe dibennet an 33 morlaer e-doug 45 munut (nemet Klein Henszlein). Goude-se en devoa dibennet korfoù ar vorlaerien a oa bet lazhet e-pad an emgann. Hervezañ e oa kement a wad ma embanne "bezañ war-sav er gwad met ken don ma oa soubet e votoù gantañ."