From Wikipedia, the free encyclopedia
Kevredigezh ar Broadoù[1] (SDN pe SdN[2]) a oa un aozadur etrebroadel savet da-heul Feur-emglev Versailhez e 1919, savet e-unan e-pad Kuzuliadeg peoc'h Pariz, da wareziñ ar peoc'h en Europa goude ar Brezel-bed kentañ.
Tachenn obererezhioù | activities of other membership organisations n.e.c. |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1919 |
Anv ofisiel | League of Nations, Société des Nations |
Diellaouet gant | La contemporaine |
Den e penn an aozadur | Secretary-General of the League of Nations |
Prezidant | Eric Drummond, 16th Earl of Perth, Joseph Louis Anne Avenol, Seán Lester |
General secretary | Eric Drummond, 16th Earl of Perth, Joseph Louis Anne Avenol, Seán Lester |
Yezh ofisiel | saozneg, galleg |
Stad | Suis |
Ideologiezh politikel | internationalism |
Isaozadur | Women's Advisory Council, League of Nations, Permanent Court of International Justice, International Labour Organization |
Sez sokial | palais Wilson, Palace of Nations |
Bet erlec'hiet gant | Aozadur ar Broadoù Unanet |
Bet kinniget evit | Priz Nobel ar Peoc'h |
Deiziad divodañ | 18 Ebr 1946, 20 Ebr 1946 |
Palioù an SdN a oa an dizarmañ, mirout ouzh ar brezelioù a-drugarez da bennaenn ar surentez voutin, diskoulmañ an dizemglevioù dre zivizoù etre ar c'hostezennoù ha dre wellaat kalite ar vuhez.
Emedo e sez e Genève, er Palez Wilson ha goude e Palez ar Broadoù[3], ha kemeret e oa he lerc'h e 1945 gant Aozadur ar Broadoù Unanet.
An hini en doa atizet ar Stadoù all da sevel an SdN e oa prezidant ar Stadoù-Unanet, Woodrow Wilson, bet kelenner war skiantoù ar politikerezh e Princeton.
Hervez e ziefennadur e oa an diplomatiezhkuzh pennkaoz d'ar Brezel-bed kentañ ha ret e oa da Gevredigezh ar Broadoù stourm outi. 14vet mellad Wilson a oa eta diazez Kevredigezh ar Broadoù. Koulskoude e votas sened ar Stadoù-Unanet a-enep ma teufe o bro da vezañ ezel eus Kevredigezh ar Broadoù abalamour ma nac'he peurwiriekaat skrid-emglev Versailhez hag ar Stadoù-Unanet ne voent ket ezel anezhi morse. Etre an daou vrezel e oa kuitaet an SDN gant an URSS , an Alamagn nazi, Impalaeriezh Bro-Japan (e 1933) hag Italia (e 1937). Paul Hymans a zeuas da vezañ he c'hentañ Prezidant e 1920.
Setu perak e oa bet gwelet broioù o kuitaat an aozadur :
Ne c’hellas ket an SDN mont :
E 1939, ne c’hellas ket stourm ouzh enkadenn Dantzig ha gasas d’an Eil Brezel Bed. Goude-se ez a kuit Bro Spagn hag URSS eus an SDN. Da heul ar c’hwitadennoù se e voe divodet an SDN e miz Ebrel 1946.
Sellet e vez ouzh an SdN evel ur c'hwitadenn. Ar Stadoù-Unanet n'int ezel anezhi ha n'he deus ket nerzhioù armet dezhi hec'h-unan hag abalamour da se ne zeu ket a-benn da lakaat brezel Spagn da baouez ha kresk an naziegezh a zegasas an Eil Brezel-bed.
Daoust ma he deus gallet diskoulmañ un nebeud kudennoù (hini an inizi Åland da skouer) , he deus c’hwitet an SDN peogwir n’eo ket deuet a-benn da enebiñ ouzh ar broioù bras (Italia, Japan, Alamagn, URSS…) a zo bet pennkaoz d’an Eil Brezel Bed.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.