Kendalc'h Hollvedel an Esperanteg (Universala Kongreso de Esperanto en esperanteg) zo ur vodadeg vras a vez graet ur wech ar bloaz gant esperantegerien eus ar bed a-bezh, abaoe 1905.
Bep bloaz e vez graet, pe dost, pa ne oa bet kendalc'h ebet e-pad ar C'hentañ hag an Eil Brezel-bed. Bep taol e vez aozet en ur gêr eus ur vro disheñvel. En em gavout a ra er c'hendalc'h, hervez ar bloavezhioù, etre 1000 ha 4000 a dud eus etre 50 ha 70 bro. E 1905 e oa bet aozet ar c'hendalc'h kentañ e Boulogne-sur-Mer, e Bro-C'hall hag e 2015 e vo ar c'hantvet hini. E 2012 eo bet degemeret ar gendalc'hidi e Hanoi, e Vietnam.
Aozet e vez ar c'hendalc'h war al lec'h gant tud eus ar vro, e kenlabour gant an Universala Esperanto-Asocio (UEA) (Kevread Hollvedel an Esperanteg). Dalc'het e vez ar C'hendalc'h Hollvedel-se e dibenn miz Gouere pe e deroù miz Eost ha padout a ra ur sizhun.
Evit pep kendalc'h e vez dibabet un danvez da lakaat ar gaoz warnañ e-pad ar sizhunvezh-se. Prezegennoù diwar-benn ar vro a vez ivez hag abadennoù sevenadurel (kan, sonerezh, c'hoariva) a bep seurt a vez ivez.
Liammoù diavaez
- Lec'hienn UEA, diwar-benn ar C'hendalc'h Hollvedel
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.