From Wikipedia, the free encyclopedia
Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h. Ar c’heflusker Stirling a zo ur c’heflusker gant un devidigezh diavaez, ennañ ur gaz a heul ur c’helc’hiad pevar fred. D'e gas en dro ne c’houlenn nemet un diforc’h a temperadur etre div lodenn anezhañ. Anvet e oa ivez keflusker dre aer tomm e penn kentañ. Ijinet eo bet e 1816 gant Robert Stirling ur pastor a vro Skos hag ouzhpennet gantañ, un neubeut amzer goude, ur pezh talvoudus : an adc’haner. Implijet eo bet e mare ar mekanik-aezhenn dre ma ne darzhe ket. Dianavezet e chom ar c’heflusker-mañ gant an dud voutin daoust dezhañ kaout perzhioù a zedenn an arbennigourien.
E-penn kentañ an XIXvet kantvet e tarzhe alies kaoterioù ar vekanikoù-aezhenn o gloazañ tud. Sur a-walc’h eo an abeg-se en deus mennet Robert Stirling da labourat a-benn seveniñ ur c’heflusker hep kaoter gant gwaskoù re uhel ennañ hag ouzhpenn-se gwellaat spletusted ar mekanik rak n’eo ket dav tommañ dour. E 1816 e kemeras neuze Robert Stirling ur breved war e mekanik dre aer tomm hag un neubeut amzer goude e ouzhpennas dezhañ ur pezh talvoudus : an adc’haner. Ar pezh-se, dre raktommañ ha rakyennañ ar gaz, en deus kresket kalz spletusted ar c’heflusker. E 1843 eo bet staliet gant James Stirling (breur Robert Stirling) ur c’heflusker Stirling en uzin ma laboure evel ijinour. Siwazh, rak un diouer a galloudegezh ha kudennoù torridigezh ez eo bet erlec’hiet gant ur mekanik-aezhenn un neubeut amzer goude. E 1871 a drugarez araokadennoù an termodinamik ez eus bet tu da Gustav Schmidt[1] diskrivañ kelc’hiad ar c’heflusker Stirling gant ar matemetik.
Ranket eo bet gortoz goude studiadennoù an embregerezh Phillips er bloavezhioù 1930 evit ma vije adimplijet anezhañ e 1938 ez eo bet krouet ur mekanik 200 marc’h-nerzh (147 kW), gant un efedusted a 30%. Implijet eo ar c’heflusker-mañ hiziv gant ar griogeniezh, evit produiñ azot dourennek da skouer, pe gant ar genganerezh, evit dastum energiezh termek e moged ar c’haoterioù-aezhenn, pe treuzfeurmiñ energiezh an Heol e tredan en ur implijout uheldeknologiezhioù : danvezhioù a gouzañv diforc’hioù bras a demperadur, evel ar gwer Pyrex, pe reoù all, ur perzh gante da eskemm mat-tre o energiezh termek gant ar gazoù, evit an adc’haner.
Gantañ ez eus talvoud uhelañ a efedusted evit treiñ energiezh an Heol e 2008[2].
Ur beñveg studi eo deuet da vezañ hiziv kement evit tud prevez, embregerezhioù arbenniget pe evit an NASA.
Ar c’heflusker Stirling a dreuzfeurm energiezh termek en energiezh mekanek. Evit en ober e vez implijet ur fluidenn, ur gaz (aer, dihidrogen pe heliom), hag a vez tommet ha yennaet a-benn implijout fenomenn an emled.
E-penn kentañ ar c’helc’hiad e vez kaset ar gaz endalc’het er c’heflusker davet al lodenn tomm : kreskiñ ’ra e demperadur ha neuze e wask. Laosket e vez goude ar ribouler da gilaat dindan gwask ar gaz : treuzfeurmet eo bet energiezh termek ar gaz en energiezh mekanek. Met dre ma ne c’hall ket ar gaz en em emledañ dibaouez e vo ret kenwaskañ anezhañ a-benn distreiñ e penn kentañ ar c’helc’hiad, en ur implijout an neubeutañ a energiezh mekanek ma c’haller. Evit en ober e vo kaset ar gaz adalek al lodenn tomm davet al lodenn yen a-benn digreskiñ e wask, kenwasket e vo ar gaz da c’houde. Dre ma vez bevezet nebeutoc’h a energiezh evit kenwaskañ ar gaz yenaet eget ma vez daspugnet gant emled ar gaz tommet evez produet energiezh mekanek. Anvet e vez ar c’helc’hiad-se kelc’hiad Stirling, daoust ma n’eo ket Robert Stirling hag en deus e ziskrivet.
Al lodenn tomm a veze tommet gant glaou da vare Robert Stirling, met n’eo ket 'blam da-se n’ez eus ket moien tommañ anezhi gant petrol, gaz naturel pe koad, peotramant gant energiezhioù adnevesaüs, skinoù an heol pe gwrez-douar da skouer.
Kelc’hiad Stirling a zo ar c’helchiad termodinamik diskrivet gant an holl geflukerioù Stirling. Ar c’helc’hiad-se a zo amginus da lâret eo e c’hall ur c’hefluker Stirling produiñ energiezh termek, ha diouzh an tu ma troio e yeno pe e tommo al lodenn a vez sañset tommet anezhi.
Ar c’helchiad-se a zo ur c’helc’hiad serret hag adc’haner. Serret rak implijet e vez atav ar memes fluidenn ennañ hag adc’haner rak e vez un adc’haner a dalvez da welaat efedusted ar c’helc’hiad.
Peder frantad a zo er c’helc’hiad : (selet war ar grafik)
An adc’haner a zo sur-wac’h ijinadenn pennañ Robert Stirling. Efedusted ur c’heflusker Stirling a zo diouzh an diforc’h a temperadur a zo etre al lodenn tomm hag al lodenn yen met ivez diouzh an adc’haner hag e perzh pouezus.
An adc’haner a zo ur pezh a vez lakaet etre al lodenn tomm hag al lodenn yen hag a vez e roll da esperniañ energiezh. A-benn en ober e vez raktommet pe rak yenaet ar gaz pa trement ennañ. Raktommet eo ar gaz pa trement dre an adc’haner adalek al lodenn yen davet al lodenn tomm, yenaet e vez neuze an adc’haner en ur kemer energiezh termek dezhañ. En tu kontrol, rakyenaet e vez ar gaz pa trement ennañ war zu al lodenn tomm, kollet e vez energiezh termek gant ar gaz en ur tommañ an adc’haner.
Dre an adc’haner e vez nebeutoc’h a eskemmoù d’ober el lodennoù yen pe tomm, da lâret eo e vez kresket efedusted ar c’heflusker, met krouet e vez ivez ur volum kollet. Dre ma n’eo ket aes d’ober eskemoù energiezh gant ar gazoù, ez eo diaes jediñ stumm ha mentoù an adc’haner met dre ma vez kresket efedusted ar c’heflusker e ra dioutañ luziet met talvoudus.[4].
Ur c’helusker Stirling alfa a vez ennañ daou ribouler galloudegezh : unan er sailh tomm hag egile er sailh yen. An daou sailh a zo distag an eil ouzh eben ha liammet gant un duelenn warnañ an adc’haner, ma n’eo ket an duelenn un adc’haner dezhañ e unan. Ar c’heflusker-se en deus ur c’heñver galloudegezh-volum uhel. N’en deus ket ar c’heflusker-se a ribouler diblaser.
Sed aze chema ur c’heflusker Stirling alfa, trein a ra e memes tu hag a horolaj.
Ar c’heflusker Stirling beta a implij ur gaz endalc’het etre div vountell kenahelel hag a fiñv an eil e keñver eben pa vez cheñchamantoù volum gant ar gaz, hag asambles pe dost e fiñvont evit cheñch lodenn ar gaz. Al lodenn domm hag an hini yen a zo e pennoù enep ar memes bailh, ar pezh a sav kudennoù eskemm energiezh etreze.
Daou berzh mat a zo : stañk eo ar c’hefluskerioù eus ar stumm-se ha ne vez ket a goll aerodinamikel a energiezh rak ne vez tuellenn ebet evit ar gaz. Daou berzh fall a zo ivez : kolloù energiezh termek zo dre goñduadur-gwez ha dibosupl eo implijout un adc’haner.
Bez' ez eus memestra kefluskerioù anvet "beta" ma vez implijet al lodenn a zo a-us ar vontell domm evel lodenn tomm ha neuze e c'heller lakaat un adc’haner etre an div lodenn. Ar stumm-se a zo tostoc’h d'ur c’heflusker Stirling gamma.
Ar c’heflusker Stirling gamma a zo ur c’heflusker gant : evel en hini beta al lodenn tomm hag al lodenn yen e pennoù enep ar memes sailh, met e gant daou ribouler ha n’int ket kenahelel. En em diblasañ a ra ar ribouler diblaser adalek al lodenn tomm betek al lodenn yen en ur skarzhañ kuit ar gaz el lodenn enep. Kemmoù temperadur ar gaz a laka neuze ar gwask da kemmañ hag ar ribouler galloudegezh da fiñval.
Ar volum e lec’h ma fiñv ar ribouler diblaser dre ma n’hall ket bezañ ar ribouler galloudegezh ennañ, seveniñ a ra neuze ur volum nann implijet. Setu perak ne c’hall ket ar c’hefluskerioù Stirling gamma kaout ur feur waskañ uhel-tre, ha neuze e bihana an efedusted. Met dre simplder e veizerezh e-keñver hini ar stumm beta e vez implijet anezhañ. Graet e vez ivez kefluskerioù gant meur a sailh en ur implijout ar seurt-se.
Gant kefluskerioù 'zo eus ar seurt gamma e vez ur ribouler diblaser peurstank ha neuze e vez moien lakaat un adc’haner etre al lodenn tomm hag an hini yen, ha brasaat an efedusted.
Ar fluidyn a zo ur c’heflusker a heul kelc’hiad Stirling ha dre-se ez eo ur c’heflusker Stirling daoust dezhi kaout tost pezh ebet o finval ha da vont en dro gant ul lusk izel kenañ (0.5–1 Hz). Tost, rak ez eus hepken an div glozell hag a fiñv un neubeut.
Pa vez tommet ar gaz el lodenn tomm e kresk ar gwask hag a lak an dourenn da ziskenn el lodenn tomm ha da pignat un neubeut el lodenn yen, dre ma vez gwasket e trement un neubeut a zourenn dreist d’ar glozell uhelañ ivez. Goude e tiskenno an dourenn el lodenn yen evit pignat el lodenn tomm, neuze e vez kaset ar gaz etrezek al lodenn yen. El lodenn yen e tigresk temperadur ar gaz ar pezh a laka ar gwask da izellaat ha dre-se e vez sunet un neubeut a zourenn. Pignat a raio goude an dourenn el lodenn yen en ur c'has ar gaz el lodenn tomm.
Dre ma n’ez eus pezh ebet diaes da seveniñ ar pomp-se n’eo ket uhel e priz met ne vez ket sunet kalz ganti keneubeut (unan 2 cm treuzkiz, 50 °Ca ziforc’h etre an div lodenn a sun tro-dro 6L dre eur)[6].
Kalz a kemmoù a zo bet kinniget :
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.