![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/0/0a/Conlie.jpg/640px-Conlie.jpg&w=640&q=50)
Kamp Koñli
From Wikipedia, the free encyclopedia
Kamp Koñli[1] pe Kamp Conlie[2](distagadur: ['kõːli][3]) (Camp de Conlie e galleg) a zo unan eus ar c'hampoù bet aozet gant gouarnamant ar Frañs e-kerzh Brezel 1870 etre Prus ha Frañs. Diazezet e oa e Conlie, e departamant ar Sarthe. Kerkent hag an 3 a viz Du 1870 e oa en em gavet eno an daou vil soudard kentañ (o tont eus Aodoù-an-Hanternoz) eus Lu Breizh renet gant ar jeneral Émile de Kératry. O vezañ na oa netra prest d'o degemer e oa bet ret sevel teltennoù war dizh...da c'hortoz ma vije erruet miliadoù a soudarded ouzhpenn. A-barzh fin ar gont, dre na zegemere respont ebet digant Léon Gambetta d'e lizheroù nec'het, en devoa de Keratry roet e zilez d'ar 27 a viz Du. D'an 13 a viz Kerzu e oa bet bodet betek 46 000 den, hep arm ebet, o patouilhat en douar peurc'hleb ar c'hamp a veze graet Kerfank anezhañ gant ar soudarded vrezhonek o-unan. N'eo nemet d'an 18 a viz Kerzu en devoa bet aotre Henri Delacoux de Marivault-Emeriau, ar jeneral rann-arme nevez-anvet e penn Arme Breizh, da vont kuit eus Kamp Koñli a-benn ar fin.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/0/0a/Conlie.jpg/640px-Conlie.jpg)
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/8/8b/Conlie_postcard.jpg)
Tizhet e oa bet ar c'hamp gant ar Brusianed d'ar 14 a viz Genver 1871 ha peurziskaret gante.
Gwalleurioù soudarded Arme Breizh a zo chomet sanket don e pennoù un toullad mat a Vretoned, evel ma tiskouez ar bomm da-heul, tennet eus E Skeud Tour Bras Sant Jermen gant Yeun ar Gow :
Hervez ma maeronez, e voe, er bloaz-se, ur goañvezh eus ar gwashañ, hag o devoe kalz Bretoned ac'hann paourentez ha dienez da c'houzañv leizh o chroc'hen, e Kamp Koñli. Darn anezho, skuizh oc'h ober bouzellenn voan hag o pilpasat er pri hag er vouilhenn, el lec'h displijus-se anvet gante « Kerfank », en em vodas ur wechad hag a dreuzas ar c'hamp o youc'hal a-bouez-penn : «Finister d'ar gêr ! Finister d'ar gêr ! ».
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/d/df/%C3%89mile_de_K%C3%A9ratry.jpg/220px-%C3%89mile_de_K%C3%A9ratry.jpg)