Kaliforniom
From Wikipedia, the free encyclopedia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Un elfenn gimiek treuzuraniat skinoberiek eo ar c'haliforniom ; Cf eo e arouez kimiek, 98 e niver atomek ha 251,080 e dolz atomek.
An dekvet aktinid eo e taolenn drovezhiek an elfennoù kimiek.
Berkeliom – Kaliforniom – Einsteiniom | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 98 | |||
Rummad kimiek | Aktinidoù | |||
Strollad | Aktinidoù | |||
Trovezh | 7 | |||
Bloc'h | f | |||
Tolz atomek | [251] | |||
Aozadur elektronek | ||||
Aozadur elektronek an atomoù [Rn] 5f10 7s2 | ||||
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 28, 8, 2 | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | +2, +3, +4 | |||
Tredanleiegezh | 1,30 (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 606,09 kJ/mol 2 : 1 160 kJ/mol 3 : 2 160 kJ/mol | |||
Skin atomek | 245 pm | |||
Skin kenamsav | 168 pm | |||
Skin Van der Vaals | (stlenn ebet) | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Kaled | |||
Douester (≈20 °C) | 15,100 g/cm3 | |||
Teuzverk | 900 °C | |||
Bervverk | (stlenn ebet)°C | |||
Tredanharzusted | (stlenn ebet) nΩ•m (e 20 °C) | |||
Neuz an elfenn | ||||
| ||||
D'ar 27 a viz C'hwevrer 1950 e voe kevanaozet war-dro 5 000 atom eus izotop 245 an elfenn 98 e Skol-veur Berkeley (Kalifornia) gant skipailh Stanley Thompson, Kenneth Street Jr., Albert Ghiorso ha Glenn T. Seaborg dre skinata kuriom-242 gant kraoñelloù heliom (rannoùigoù α) en ur c'hiklotron bihan 1,50 m e dreuzkiz :
242 | Cm + | 4 | He —→ | 245 | Cf + | 1 | n |
96 | 2 | 98 | 0 | ||||
Pevar neutron a voe ouzhpennet d'an c'huriom-242 a-benn kenderc'hañ Cf-245 hag un neutron diere.
En enor da Galifornia e voe roet an anv californium d'an elfenn 98.
Ur metal liv an arc'hant eo ar c'haliforniom ; blot a-walc'h eo evit ma c'hallfed e droc'hañ gant un lavnenn danav[2]. Pa vez er goullo e tro da vurezh e gwrezverkoù tommoc'h eget 300 °C.[2]
Gwarellek e vez ar c'haliforniom pa vez yenoc'h eget -222,15 °C ha kewarellek e vez pa vez tommoc'h eget -113,15 °C.
Hervez Glenn T. Seaborg[3] e c'haller diouganañ e vo perzhioù kimiek ar c'haliforniom par da re an aktinidoù all ha d'e amezeg al lantanid 66Dy.
Gorrek e koll 98Cf e lufr pa vez lezet en aer — ur gwiskad oksidenn CfO2 a vir ouzh an oksidadur a vont donoc'h er metal — ha buanoc'h pa vez mouest an aer.
Pa vez tomm e tazgwered ar c'haliforniom gant an hidrogen, an nitrogen hag an trenkennoù meinel (H2SO4, HCl, HNO3 pergen).
Ugent izotop eus ar c'haliforniom zo anavezet, eus 237Cf betek 256Cf.
Izotop | % en natur | Hanter-vuhez | Digevanidigezh |
---|---|---|---|
248Cf | kevanaozet | 333,5 devezh | α → 244Cm |
249Cf | louc'h | 351 bloavezh | α → 245Cm |
250Cf | louc'h | 13,08 bloavezh | α → 246Cm |
251Cf | louc'h | 898 bloavezh | α → 247Cm |
252Cf | louc'h | 2,645 vloavezh | α → 248Cm |
253Cf |
louc'h |
17,81 devezh |
β- → 253Es |
α → 249Cm | |||
254Cf | kevanaozet | 60,5 devezh | α → 250Cm |
Kaliforniom-250 a c'hall bezañ skinaatet gant neutronoù a-benn reiñ Cf-251 ha Cf-252.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.