Kalgakos
From Wikipedia, the free encyclopedia
From Wikipedia, the free encyclopedia
Kalgakos (latinaet e Calgacus, Galgacus) a oa penngadour pobl ar Galedonii (Pikted anezho, a greder) da vare Emgann Mons Graupius, e 83 pe 84, emgann diwezhañ Brezhoned Enez Vreizh ouzh ar Romaned er menezioù Grampians, e Bro-Skos a-vremañ.
Armead ar Vrezhoned a oa tregont mil den enni ; en armead ar Romaned e oa al Legio IX Hispania hag al Legio XX Valeria Victrix, kaset gant ar jeneral Agricola, heuliet ha skoazellet gant Germaned, Galianed ha Brezhoned a greisteiz an enezenn.
Kement ha "perc'henn ul lavnenn" e talvezfe an anv *calg-ac-os, ha kar e vefe d'ar ger gouezelek calgach, a c'hall bezañ pe anv an den pe an titl roet dezhañ.[1].
Eñ eo ar c'hentañ Kaledonian meneget en Istor[1] ha n'eus anv anezhañ nemet gant Tacitus en e Agricola, ma kinnig anezhañ evel « ar gwellañ skouer a uhelwad hag a galonegezh e-touez ar pennoù-brezel ». Skrivañ a eure Tacitus ur brezegenn a laka war gont Calgacus, hag en defe he distaget a-raok Emgann Mons Graupius, hag anv enni eus sujidigezh Enez Breizh gant Roma.
« Auferre, trucidare, rapere, falsis nominibus imperium; atque, ubi solitudinem faciunt, pacem appellant »
"Gwastañ, lazhañ a-vil-vern, laerezh : se eo a anvont impalaeriezh e gaou ; hag er vro ma reont drast e lavaront ober ar peoc'h."– Kalgakos e Mons Graupius, meneget gant Tacitus – Agricola, 98
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.