From Wikipedia, the free encyclopedia
Justin (pe Marcus Junianus Justinus en latin) a oa un istorour roman.
Hervez tud zo e veve en IIIe kantved[1] met hervez darn all e oa er IVe kantved[2]. Eus e vuhez ne ouzer mann.
Skrivet en deus, en latin, un Historiarum Philippicarum, un deverrañ, emezañ en e rakskrid, eus un oberenn vras anvet Historiae phillippicae et totius mundi origines et terrae situs savet gant Cneius Pompeius Trogus en amzer Augustus, ma kinnig tammoù pouezusañ ha dedennusañ an oberenn-se.
Kaoz vras zo diwar-benn pegen feal eo bet ouzh skrid Cneius Pompeius Trogus: fazioù niverus zo e-keñver an Istor. Hervez Paul Jal n'eo ket un deverrañ hepmui en deus graet Justin, met un oberenn diouti hec'h-unan gant ur mennad lennegel[3].
Kemen-all a soñj John Yardley, a gav dezhañ e oa Justin o kelenn retorik hag o sevel e labour war-dro 200, diwar hini Trogus, dindan levezon ar retorik ha hini oberenn Titus Livius. [4].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.