José
anv paotr / From Wikipedia, the free encyclopedia
José zo un anv-badez spagnolek ha portugalek a orin hebraek, par da Jozeb. Pepe eo ar berrstumm kastilhanek.
Deveret eo diouzh an hebraeg יוסף yôsef, "ouzhpennet", diwar ar verb להוסיף lehosif "ouzhpennañ" ; er Bibl, e Levr ar C'heneliezh, kentañ levr an Testamant Kozh, emañ an displegadenn :
An Aotrou en devoe ivez koun eus Rachel ; he selaou a reas, ha digeriñ he mammoù. Hag hi a engehentas, hag a c'hanas ur mab, o lavarout : "Doue en deus tennet ar vezh diwarnon". Hag en e anvas Jozef, o lavarout : Ra roy c’hoazh din an Aotrou ur mab all."
– Geneliezh 30, 22-24
Betek kreiz an XIXvet kantved e skrived ar stummoù spagnolek krennamzerel Joseph ha Josef.