Jordan (stêr)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Jordan pe Jourdan eo anv brezhonek[1] brasañ stêr Palestina, er Reter Nesañ.
Redek a ra a-hed 264 km eus Menez Hermon e Liban ha Siria en Norzh betek ar Mor Marv er Su.
Eus anv ar stêr Jordan e teu hini rouantelezh hachemit Jordania.
Fedoù berr-ha-berr
Ar stêr Jordan | |
نهر الأردن Nahr al-Ourdoun
| |
Ar stêr Jordan tost d'hec'h andon e Banias (2008) | |
Tiriad | Reter-Nesañ |
Broioù | Israel, Jordania, Palestina |
Andonioù | Menez Hermon (2 814 m • Hasbeyia (522 m) • Tell el-Khadi (154 m) • Banias (338 m) |
Adstêrioù | • A-zehoù : Ayoun, Hasbani • A-gleiz : Banias, Dan, Zarqa, Yarmouk |
Genoù | Mor Marv Uhelder : –391 m |
Hirder | 264 km |
Serriñ
War he hent e mesk he dourioù gant re Mor Galilea en Israel, kent talvezout da vevenn etre Jordania hag Israel ha, pelloc'h er Su, etre Jordania ha Palestina.
Meneget meur a wech er Bibl eo ar stêr Jordan, pa voe treuzet gant Israeliz da vont tre en Douar Diouganet hervez hengoun ar yuzevegezh, ha pa voe badezet Jezuz Nazaret enni hervez hengoun ar gristeniezh[2] ; an islam ivez a ra dave d'ar stêr, pa anavez Jezuz Nazaret evel ur profed kentad da Vohammed[3].