![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/e/ec/Joast_%2528Justus%2529_Hiddes_Halbertsma.jpg/640px-Joast_%2528Justus%2529_Hiddes_Halbertsma.jpg&w=640&q=50)
Joast Hiddes Halbertsma
From Wikipedia, the free encyclopedia
Joast Hiddes Halbertsma (Grou, Boarnsterhim, 23 a viz Here 1789 - Deventer, 27 a viz C'hwevrer 1869) a oa ur skrivagner hag ur geriadurour frizek, hag ur pastor mennonat. Studiet en doa an doueoniezh ha prezeg a reas e Boalsert ha Deventer. Etre 1834 i 1858 e troas e frizeg Aviel Mazhev ha diazezañ doare-skrivañ frizeg ar c'hornôg. Skrivañ a reas pennadoù diwar-benn Gysbert Japicx ha meur a bennad all ivezivez.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/e/ec/Joast_%28Justus%29_Hiddes_Halbertsma.jpg/320px-Joast_%28Justus%29_Hiddes_Halbertsma.jpg)
Asambles gant e vreudeur Eeltsje ha Tsjalling Hiddes Halbertsma e voe unan eus ar re a gasas al lennegezh frizek war-raok en XIXvet kantved hag eus ar re gentañ a liammas ar romantelezh hag al lennegezh komzet e Friz. E 1822 e embannas e oberenn gentañ, un dastumad kanaouennoù frizek, De Lapekoer fen Gabe Scroar. E 1871 e voe embannet e oberenn ziwezhañ Rimen en Teltsjes (barzhonegoù ha kontadennoù). Goude e varv e voe embannet gant unan eus e vreudeur al lodenn gentañ eus e c'heriadur Lexicon Frisicum[1].