Jean-Jacques Henner
livour galleg / From Wikipedia, the free encyclopedia
Jean-Jacques Henner (Barnwiller, Roen-Uhel, 5 a viz Meurzh 1829 – Pariz, 23 a viz Gouhere 1905 zo ul livour gall a orin elzasat.
Kalz oberennoù en deus laosket war e lerc'h, skignet e meur a virdi. Brudet e oa evel poltredour en e amzer, hag evel livour maouezed gwenn o c'horfoù ha rous o fennadoù blev.
E 1889 e voe dilennet en Akademiezh an Arzoù-kaer.
- Div vaouez en o noazh, Pariz, Mirdi Orsay
- La Chaste Suzanne, Pariz, Mirdi Orsay
- Al Lennerez, Pariz, Mirdi Orsay
- La Femme au divan noir, Mülhausen, Mirdi an Arzoù-kaer
- Jezuz en e vez, Pariz, Mirdi Orsay
- Jules Janssen, Pariz, Mirdi Orsay
- Portrait d'homme, Pariz, Mirdi Orsay
- Elzasadezig, Washington DC, National Gallery of Art
- Poltred ur vaouez pe Une rousse beauté, Mülhausen, Mirdi an Arzoù-kaer
- Dihun ar bugel, Dijon, Mirdi an Arzoù-kaer
- Idylle, Pariz, Mirdi Orsay
- Ar Wirionez, Pariz, Mirdi broadel Jean-Jacques-Henner
- Bara (vers 1882), Pariz, Petit Palais