Mirdi Orsay
mirdi Bro-C'hall / From Wikipedia, the free encyclopedia
Mirdi Orsay zo ur mirdi gall e Pariz, savet en un ti-hent-houarn kozh (gare d'Orsay) eus ar re vravañ, war lez ar Saena, e VIIvet arondisamant kêr. Eno e weler livadurioù ha kizelladurioù graet en eil hanterenn an XIXvet kantved ha betek 1914, ha pennoberennoù evel Olympia gant Édouard Manet, Petite danseuse âgée de quatorze ans gant Edgar Degas, Orin ar Bed gant Gustave Courbet, un toullad livadurioù gant Paul Gauguin, hag un dastumad brudet eus oberennoù ar "santadurourion".