From Wikipedia, the free encyclopedia
Jan Niecisław Baudouin de Courtenay (Radzymin, 13 Meurzh 1845 - 3 Du 1929, Varsovia) a oa ur yezhour eus Polonia. Anavezet eo evel an hini en deus termenet meizad ar fonem, ur ger savet gantañ.
Labouret en deus e meur a skol-veur eus Impalaeriezh Rusia : e Kazan (1874-1883), e Tartu (1883-1893), Kraków (1893-1899) ha Sant-Petersbourg (1900-1918). E 1919 e tistroas da Bolonia, nevez-adsavet en he frankiz, da labourat evel kelenner e skol-veur Varsovia, ma chomas betek e varv e 1929.
Diwar e deorienn war ar "fonem" e emdroas kalz ar yezhoniezh en XXvet kantved ha da-heul e voe labourioù war ar fonologiezh. Eñ a voe unan eus ar yezhourien gentañ o reiñ pouez d'ar "yezhoniezh sinkronek", ma studier ar yezhoù kuit a sellet ouzh o istor. Ul levezon greñv en devoe ivez war ar strukturelouriezh displeget gant Ferdinand de Saussure (1857-1913).
Labourat a reas kalz war ar yezhoù hag ar rannyezhoù slavek. Esperanteger e oa ivez.
Er bloaz 1922 ez eas war ar renk evit dilennadeg Prezidant Republik Polonia. Soñjoù dioutañ e-unan en doa, troet gant difenn ar minorelezhioù, gwirioù ar merc'hed hag ar Yuzevien. Ne voe ket dilennet pa n'en devoe nemet 25 % eus ar mouezhioù.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.