Jair Messias Bolsonaro
46vet prezidant Brazil / From Wikipedia, the free encyclopedia
Jair Messias Bolsonaro, ganet d'an 21 a viz Meurzh 1955, zo ur politikour brazilian. Bet eo ezel eus kambr deputeed Brazil, en anv stad Rio de Janeiro, abaoe 1991. Ezel eo eus ar Partido Liberal.
Bolsonaro, ganet e Glicério, e stad São Paulo, a voe diplomet e skol vilourel Agulhas Negras e 1977, servijet en doa goude-se e strolladoù kanolierezh hag harzlammerien Lu Brazil. Dont a reas war-wel e 1986, p'en devoa skrivet ur pennad er gazetenn Veja ma rae anv eus goproù izel ar soudarded. Harzet e voe e-pad pemzektez gant al lu en desped d'al lizhiri harp en devoa resevet. Daou vloaz war-lerc'h e oa didamallet.
Bolsonaro en devoa embannet e c'hoant da vezañ war ar renk evit an dilennadegoù prezidant e miz Meurzh 2016 en anv ar Strollad Sokial Kristen. A-benn ar fin ez eas kuit eus ar strollad e 2018 evit emezeliñ er Partido Social Liberal, a roas harp dezhañ evit kampagn dilennadegoù prezidant Brazil e miz Eost 2018. Kemeret en doa da eiler ar jeneral war e leve Hamilton Mourão. Bolsonaro en em ginnig evel ur c'hannad dieub eus ar strolladoù politikel, ha prest da zifenn kreñv pennaennoù ar familh. Tizhet en deus ar c'hentañ plas e tro gentañ an dilennadegoù hollek d'ar 7 a viz Here 2018, Fernando Haddad kannad ar Partido dos Trabalhadores (PT) a errue en eil plas. Dilennet eo bet Bolsonaro e-pad an eil tro d'an 28 a viz Here 2018 evel 38vet prezidant Brazil, war lerc’h Michel Temer (2016-2018). D’an 30 a viz Here 2022 en deus kollet an dilennadeg a-enep Lula[1].