In Lebor Ogaim
From Wikipedia, the free encyclopedia
In Lebor Ogaim (Levr an Ogamoù) a zo un destenn heniwerzhonek diwar-benn ar groaz-doue ogamek, da lavarout eo kroaz-doue kozh Bro-Iwerzhon.
Dastumet eo bet, war un dro gant an Auraicept na n-éces, e-barzh dornskrid al Leabhar Baile na Mhóta (Book of Ballymote, 1390) miret gant ar Royal Irish Academy, MS 23 P 12, folio 167 verso betek folio 180 recto.
Un dornskrid all a zo e-barzh National Library of Ireland MS G53 1-22, ha tammoù eus al levr er British Library, Add. 4783.