From Wikipedia, the free encyclopedia
Hungaria, en hungareg Magyarország (distaget : [ˈmɒɟɒrorsaːɡ] (LFE)), a zo ur vro dizalc'h e kreizig-kreiz kevandir Europa. Budapest eo ar gêr-benn (gant tremen 2 vilion a annezidi). E-touez ar c'hêrioù bras all e c'haller menegiñ Debrecen, Miskolc, Szeged ha Pécs. En-dro da Hungaria emañ Slovakia en hanternoz, Ukraina er biz, Roumania er reter, Serbia, Kroatia ha Slovenia er c'hreisteiz, hag Aostria er c'hornôg.
Unaniezh Europa | |||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Magyarország | |||||||
| |||||||
Kan broadel | Himnusz | ||||||
Yezh ofisiel | Hungareg | ||||||
Kêr-benn | Budapest | ||||||
Gorread -En holl -% dour |
93 030 km² 0.74% | ||||||
Poblañs -Hollad -Stankter ar boblañs |
9 580 000 (2024) 103/km² | ||||||
Prezidant | Tamás Sulyok | ||||||
Kentañ ministr | Viktor Orbán | ||||||
Gouel broadel | 15 a viz Meurzh, 20 a viz Eost | ||||||
Moneiz | Forint (HUF) | ||||||
Kod pellgomz | 36 | ||||||
Kod Internet | .hu |
E-touez an 10 milion a dud a zo er vro, ez eus 99% anezhe hag a zo Hungariz. Tremen an hanter anezho zo katoliged ha war-dro 20% zo protestanted.
Hungaria zo ezelez eus Unaniezh Europa, Strollad Visegrád, an AFNA, an ABK hag an ABU.
An Danav hag an Tisza eo an div stêr vrasañ. Lenn vrasañ Kreizeuropa eo al Lenn Balaton, e kornôg ar vro.
E miz Du 1956 e teuas ouzhpenn 4000 tank eus al Lu Ruz da flastrañ an emsavadeg enep-komunour hag enep-soviedel a oa diwanet er vro. Nagennet e oa bet ar galloud komunour gant kalz skrivagnerien, skiantourien ha micherourien hungariat, hag emgannoù a voe gant ar Sovieted er vro a-bezh adalek ar 23 a viz Here. 3000 den a voe lazhet gant ar Sovieted.
Skrivagnerien :
Melldroaderien :
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.