Hudellouriezh an treid
From Wikipedia, the free encyclopedia
Fetichegezh an treid pe podofiliezh, zo ur barafiliezh, anezhi ar c'hoant pe an trivliad reizhel o deus tud zo evit an treid. O flijadur reizhel a gavont e-giz-se hepken[1]. Paotred e vez an droadgarourien peurvuiañ, met plac'hed e c'hallont bezañ a-wechoù. E ster poblek ar ger[2] n'eo fetichegezh an treid nemet karantez an treid, an doug d'an treid hep ma vije forc'hus.
Ken tost eo an daou dermenadur-se m'en em veskont alies. Arabat e vefe o c'hemmeskañ avat. Fetichegezh an treid er ster poblek zo un dra reizh-kenañ ha n'eo ket disheñvel diouzh fetichegezh ar brennid pe da hini an divglun eo ar fetichegezhioù stankañ, da lâret eo diwar-benn lodennoù ar c'horf a vez c'hoantaet ar muiañ en darempredoù reizhel[3].