An Hobbited zo ur ouenn ijinet e romantoù J. R. R. Tolkien. War-dro hanter uhelder un den zo enne. Tolkien a zeskrive an Hobbited e-giz ur seurt tud, pe kerent tost dezhe. Anvet e vezont Periannath gant an Elfed[1] ivez hag a-wezhioù halflings e skridoù saoznek Tolkien. Bevañ a reont diarc'hen hag o annez a reont e tier dindandouar kled gant prenistri, rak savet e vezont ouzh tor ar rozioù. Seulioù lêrek kalet naturel o deus (dre se n'o deus ket ezhomm botoù) ha pep a bennad blev rodellek.
Anv zo eus an Hobbited evit ar wezh kentañ er romant evit ar vugale anvet The Hobbit, embannet e 1937. Bilbo Baggins, an Hobbit meneget en titl, en em gav kaset, en desped dezhañ da gentañ, en un avantur dic'hortoz da laerezh un aerouant. En heuliad, The Lord of the Rings, an Hobbited Frodo Baggins, Sam Gamgee, Pippin Took ha Merry Brandybuck zo harozed o deus pep a roll a-bouez bras er stourm da saveteiñ o bed ("Douar ar c'hreiz"). E The Hobbit e vev an Hobbited asambles en ur gêr vihan anvet Hobbiton, a zo deskrivet e The Lord of the Rings evel ul lodenn eus ur vro vrasoc'h anvet ar Gontelezh, mammvro an Hobbited e gwalarn Douar ar C'hreiz. Lod anezhe a ra ivez o annez en ur gêriadenn e reter ar Gontelezh, anvet Bree, ma vevomp asambles gant tud eveldomp. Disklêriañ a ra Tolkien ez eus lec'hioù all annezet gant Hobbited, met ne weler ket anezhe e-doug an avantur.
Klasket eo bet orin an Hobbited hag hini o anv. Anv a reer eus Babbitt, romant Sinclair Lewis embannet e 1922, hag eus The Marvellous Land of Snergs, embannet gant Edward Wyke Smith e 1927. Ul liamm zo gant anvioù kozh evit krouadurioù mojennel. Daoust d'ar pezh a lavare skrivagnerien zo, Tolkien en deus argaset kement liamm gant al lapined (rabbits e saozneg), ha pouezet en deus war denelezh an Hobbited.
Ur ouenn anvet Halflings zo e Dungeons & Dragons, met klasket zo bet chom hep ober gant an anv orin evit abegoù gwirioù. Skrivagnerien evel Terry Brooks, Jack Vance ha Clifford D. Simak o deus implijet boudoù anvet Hobbited en o skridoù.
An Hobbited zo etre 60 cm hag 1,20 m uhelder enne hervez Tolkien, met ar pep muiañ anezhe zo war-dro 110 cm enne. Gwisket e vezont gant livioù flamm, ha plijout a ra dezhe al livioù melen ha glas-beler dreist-holl. Hervez Tolkien e vezont gouher, met bras e c'hall bezañ o c'halonegezh ha gouest int da seveniñ kurioù diouzh ma stumm an traoù. Barrek-kenañ int pa vez anv a deurel mein. Peurvuiañ n'eus ket a varv outo, war-bouez un nebeud re eus gouenn Stoor. Goloet eo o zreid gant blevennoù rodellet (gell da gustum, evel o fennad blev) ha lerek eo seul o zroad, hag abalamour da se e vez diarc'hen an Hobbited hogos dalc'hmat[T 1].
En o mojennoù koshañ e weler e oa an Hobbited o chom e traoñienn an Anduin, etre Mirkwood hag ar Menezioù Latarek. Hervez Aotrou ar Gwalennoù o doa disoñjet munudoù o c'herentiezh gant an Dud vras. Koulskoude e tisklêr Tolkien fraezh e "Concerning Hobbits" n'int ket ur ouenn disheñvel diouzh hini an Dud, en doare m'eo disheñvel an Elfed hag ar Gorred, met en em zispartiet e oant diouzh an Dud all pell zo en amzer dremenet. Kalz amzer goude, met abred e-barzh an Trede oadvezh c'hoazh, e oa an Hobbited kozh o vevañ e traoñienn an Anduin, e-kichen an Éothéod, hendadoù ar Rohirrim. Darempredoù a oa etrezo ha da-heul kalz gerioù hag anvioù e "hobbiteg" a zeu eus gerioù e Rohirric ("Troet" gant Tolkien en e destenn o kinnig anezhañ evel hensaozneg)[T 2].
Bevañ a rae an Harfooted war diribinoù izelañ ar Menezioù Latarek e toulloù hobbited kleuzet e krap ar rozioù. Bihanoc'h ha speredekoc'h e oant, met divarv ha diarc'hen ivez. Ar Stoored a rae o annez e douaroù geuniek ar Pradeier Elestr el lec'h ma skoe stêr an elestr en Anduin, ha ledanoc'h ha pounneroc'h e oant. Gwelloc'h e oa d'ar Fallohideed bevañ er c'hoadoù dindan ar Menezioù Latarek. Deskrivet int evel Hobbited a oa sklaeroc'h o c'hroc'hen hag o blev. Brasoc'h ha moanoc'h e vezent evit peurrest an Hobbited[T 2].
En Trede oadvezh e tivroas an Hobbited ha treuziñ a rejont ar Menezioù Latarek. Ar prantad-se zo an hini kentañ o doa dalc'het soñj anezhañ hag e raent ar "Wandering Days" anezhañ. N'ouzer ket perak o doa cheñchet bro. Moarvat en doa un dra bennak da welet gant galloud Saoron e Greenwood, a oa advadezet Mirkwood da-heul ar skeud a gouezhas warnañ. Kemer a reas an Hobbited hentoù disheñvel e-kerzh o beaj trema ar c'hornôg, met dont a rejont da chom er memes lec'h e bro Bree, e Dunland, hag er c'horn etre ar stêrioù Mitheithel ha Bruinen. Eno e krogas an disheñvelderioù etrezo da vont da get.
Er bloaz 1601 eus an Trede oadvezh (bloaz kentañ en istor ar Gontelezh) e resevas daou vreur Fallohide, o anv Marcho ha Blanco, ar gwir a-berzh Roue Arnor e Fornost da dreuziñ ar stêr Brandywine ha da vevañ en tu all. Heuliet e oant gant kalz Hobbited, ha dilezet e oa ar pep brasañ eus an dachenn o doa trevadennet betek-henn en Trede oadvezh. Ne chomas Hobbited nemet e Bree hag en un nebeud kêriadennoù tro-war-dro betek diwezh an Trede oadvezh. Badezet e oa ar vro nevez o doa savet war glann kornôg ar Brandywine ar Gontelezh[T 2].
Er penn kentañ e toue Hobbited ar gontelezh fealded da rouizien ziwezhañ Arnor, a c'houlenne hepken e vefe anavezet o beli, roet skoazell d'o c'hannaded, ha dalc'het ar pontoù hag an hentoù e ratre. E-pad ar stourm diwezhañ a-enep Angmar e vije bet kaset ur gompagnunezh gwaregerien gant an Hobbited en emgann Fornost, hervez a lavaront, met n'eus chomet roud ebet eus an darvoud-se e lec'h all. Goude an emgann e oa distrujet rouantelezh Arnor, ha dre ma ne oa roue ebet ken e tilennas an Hobbited un Thain evit ar Gontelezh e-touez pennoù o fobl[T 2].
Bucca eus ar Marish e oa ar c'hentañ thain eus ar Gontelezh, ha diazezañ a reas an tiegezh Oldbuck. Koulskoude e treuzas re Oldbuck ar stêr Brandywine diwezhatoc'h da grouiñ Bro Vouc'h ha dont a reas o anv familh da vezañ "Brandybuck". Dont a reas o ozhac'h da vezañ mestr Bro Vouc'h. Goude dilec'h re Oldbuck/Brandybuck, e oa choazet un tiegezh nevez da envel an Thained : an tiegezh Took an hini (mab e oa Pippin Took d'an Thain ha dont a rafe da vezañ Thain e-unan diwezhatoc'h). E karg e oa an Thain eus bodadeg ar gontelezh, hag eus an Hobbitry-dindan-an-armoù, met evel ma veve Hobbited ar Gontelezh ur vuhez peoc'hus ha sioul, deuet e oa ofis an thain da vezañ gwelet un tamm evel un dra rekiz gant ar boaz hepken[T 2].
- Carpenter, Humphrey [1977] (1978). J. R. R. Tolkien: A Biography. George Allen & Unwin. ISBN 0-049-28039-2.
- Clark Hall, J. R. [1894] (2002). A Concise Anglo-Saxon Dictionary, 4th, University of Toronto Press.
- Flowers, Michael. ""Hobbits?...And what may they be?""
- Kocher, Paul H. (1974). Master of Middle Earth. The Achievement of J.R.R. Tolkien. Penguin Books. ISBN 0-14-003877-9.
- Shippey, Tom (2001). J.R.R. Tolkien: Author of the century. HarperCollins. ISBN 978-0261-10401-3.
- Shippey, Tom [1982] (2005). The Road to Middle-Earth, Third, Grafton (HarperCollins). ISBN 978-0261-10275-0.
- Stanton, Michael N. (2013). "Hobbits".. Routledge. ISBN 978-0-415-86511-1.
- Tolkien, J. R. R. (1975). "Guide to the Names in The Lord of the Rings", in Lobdell: A Tolkien Compass. Open Court. 155–201 p. ISBN 978-0875-48316-0.
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.