From Wikipedia, the free encyclopedia
Himiltrude (742?-780?) a oa pried kentañ Karl Veur, ha mamm Pepin an Tort.
N'ouzer ket nemeur a dra diwarni. Paulus Diaconus a skriv e oa ur plac'h eus an noblañs[1]. Hec'h anv a gaver e levrioù manatioù alemann ; diwar gement-se e soñjer e oa eus noblañs Alemannia pe Elzas[2]. Tud zo avat a soñj gante e oa merc'h d'ur c'hont burgond, hag ur verc'h-vihan da Grimbert Iañ, kont Pariz[3].
Anaoudegezh a reas gant Karl Veur pa oa e dad, Pepin Grenn, o ren. Pa gemeras Karl ar gurunenn e 768, ne voe ket graet anv anezhi er skridoù ofisiel, kontrol da bezh a c'hoarvezas gant Bertrada Laon, mamm Karl. Ur verc'h he doe, anvet Amaudru, a zimezas diwezhatoc'h d'ur c'hont eus Pariz. E dibenn 769 e c'hanas ur mab, Pepin an Tort.
Ur pennadig war-lerc'h ganedigezh Pepin e voe graet un emglev etre Karl ha Dider, roue al Lombarded : da siellañ an emglev e voe lavaret e timezje Karl da verc'h Dider, a zo anavezet evel Desiderata.
E 770 e voe kaset Himiltrude kuit neuze gant Karl, ha roud ebet anezhi ne gaver ken. En ur bez e manati Nivelles e voe kavet korf ur vaouez daou-ugent vloaz a c'hallfe bezañ Himiltrude. Mar deo gwir eo hi e varvas pell war-lerc'h 770, daoust ma n'haller ket bezañ sur en em dennas eno.
He mab Pepin an Tort, a voe dishêrezhet, da gentañ, ha lakaet Karloman, mab Hildegard, da bennhêr. Kraouiet e voe Pepin en abati Prüm e 792 goude bet oc'h en em sevel a-enep d'e dad impalaer e 791. Eno e vevas evel manac'h un 20 vloaz c'hoazh.
Dizemglev zo etre an istorourien diwar-benn petra e oa statud Himiltrude. Eginhard an hini a ra ur serc'h anezhi[4] ha Paulus Diaconus a gomz eus ganedigezh Pepin "a-raok an dimeziñ hervez lezenn "; koulskoude ez eus ul lizher a-berzh ar pab Stefan III ma'z eus anv eus Karl hag eus e vreur henañ Karloman evel gwazed dimezet (da Himiltrude ha Gerberga), ha ma lavar dezho chom hep kas o gwragez kuit.
Meur a zoare zo bet da gompren al lizher-se gant an istorourien. Darn evel Pierre Riché, a ya a-du gant Eginhard hag a soñj gante e oa serc'h e oa Himiltrude. Darn all, evel Dieter Hägemann, a lavar e oa gwreg e oa Himiltrude[2]. Re all koulskoude a gred e oa "muioc'h eget ur serc'h ha nebeutoc'h eget ur wreg" ha kement-se hervezo a vije Friedelehe, un doare dimeziñ ha ne oa ket anavezet gant an Iliz hag a oa aes da derriñ. Hervez Russell Chamberlin e c'haller tostaat ar statud-se ouzh ar sistem saoz anvet common-law marriage[5]. Ar seurt darempred oa ur boaz gant ar C'hermaned a veze gwelet fall gant an Iliz .
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.