From Wikipedia, the free encyclopedia
Herve zo unan eus sent vrezhon ar VIvet kantved.
Mab e vije bet da Houarvian, ur barzh eus Enez Vreizh dimezet da Riwanon, eus Arvorig. Ganet dall e oa bet, e Gwitevede, war-dro 525. Abred e varvas e dad ha mont a reas e vamm pell dioutañ. En em gavout a reas ar paotrig gant e eontr, sant Urfol, e Plouvien. Goude e studioù e vevas Herve en ur peniti e Treouergad, e-pad ur pennad, gant ur bleiz doñvaet gantañ[1]. Buan avat e voe diskibled ouzh e heul. Sevel a reas ur manati e-kichen Plouider, en ul lec'h a voe anvet diwezhatoc'h Lanhouarne, diwar e anv (Houarnev = Herve). Mervel a reas en e vanati e 568 pe 575. Kaset e voe e relegoù da Vrest, e 878, gant aon rak tagadennoù ar Vikinged, ha goude se da Naoned. Kollet e voent da vare an Dispac'h gall.
Bras eo e vrud e Breizh. Patron ar varzhed hag ar sonerien eo sant Herve, rak barzh e oa evel e dad. Gantañ e vije bet savet Kantik ar baradoz[2].
Pedet e vez a-enep kleñvedoù an daoulagad hag a-enep ar bleizi. Enoret e vez e parrez Sant-Herve, e-kichen Uzel, hag ivez e Lanhouarne, e Bro-Leon. Lidet e vez e ouel d’ar 17 a viz Mezheven[3].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.