From Wikipedia, the free encyclopedia
Marie-Henri d'Arbois de Jubainville, ganet e Nancy d’ar 5 a viz Kerzu 1827 ha marvet e Pariz d'ar 26 a viz C'hwevrer 1910, a oa un istorour, un dielldiour, ul lizheregour hag ur c’heltiegour gall.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Henri d'Arbois de Jubainville |
Anv-bihan | Henri |
Anv-familh | d'Arbois de Jubainville |
Deiziad ganedigezh | 5 Kzu 1827 |
Lec'h ganedigezh | Nancy |
Deiziad ar marv | 26 C'hwe 1910 |
Lec'h ar marv | 14th arrondissement of Paris |
Tad | Charles Joseph d'Arbois de Jubainville |
Bugel | Paul d'Arbois de Jubainville |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Yezh implijet dre skrid | galleg |
Tachenn labour | istor, arkeologiezh, lizheregouriezh |
Implijer | Collège de France |
Bet war ar studi e | École des chartes |
Tezenn | Recherches sur la minorité et ses effets dans la France coutumière au Moyen Âge |
Studier | Emil Ernod |
Ezel eus | Académie des Inscriptions et Belles-Lettres, Société académique d'agriculture, des sciences, arts et belles-lettres du département de l'Aube, Société nationale des Antiquaires de France |
Prizioù resevet | ofiser al Lejion a Enor |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
E familh he doa tapet he anv diwar ur gêriadenn etre Toul ha Neufchâteau, ma vourre Henri d’Arbois de Jubainville mont da vakañsiñ. Mab d’un alvokad e Nancy e oa, setu ez eas di d'ober e studioù er skolaj kristen. Goude bloaz er c'hloerdi ne fellas ket dezhañ mont da veleg, met studiañ a reas ar gwir evel e dad. A-benn ar fin ez eas d’an École royale des Chartes e 1847, hag eñ ar c’hentañ eus ar bloaziad 1850 goude bezañ soutenet un dezenn anvet Recherches sur la minorité et ses effets dans la France coutumière au Moyen Âge[1].
Gant ar statud diellour-henskridoniour (archiviste-paléographe) e voe anvet da rener Dielldi-departamant an Aube e 1852 ; e 1880 e c'houlennas e leve evit en em staliañ e Pariz. Sevel a ras studiadennoù diwar-benn istor ar Champagn ha war anvioù ar Franked kent treiñ e selloù war ar Gelted.
Evel meneget gant Edmond Pottier, mirour Mirdi al Louvre, da zeiz e obidoù, goude an istorourien skrivagnerien ampart e tegasas H. d’Arbois de Jubainville kediadenn an diskiblezoù skoazeller an Istor (gwir, gwerinoniezh, henskridoniezh, lizheregouriezh), ken e teuas da vezañ difraoster an hentenn skiantel evit an istorouriezh.
Diouzhtu e voe merzet e studiadennoù niverus hag anvet e voe an dielldiour da genskriver Akademiezh an Enskrivadurioù hag al Lizhiri-Kaer hag e 1882 e voe an hini kentañ anvet er gador-brezeg « Yezhoù ha lennegezhioù keltiek » krouet e Skolaj Bro-C’hall (Collège de France). Daou vloaz goude e teuas de vezañ ezel eus an Akademiezh gant skoazell tud ouiziek illur evel Gaston Paris hag Alexandre Bertrand, a roas o faeroniezh dezhañ. Degemeret e voe e-barzh ar Société nationale des Antiquaires de France, a oa bet diazezet e 1805 dindan an anv Académie celtique, ha kalz a skridoù a gasas dezhi da embann en he Bulletin.
E 1885 e kemeras post rener ar Revue celtique war-lerc’h he rener-diazezer, Henri Gaidoz (1842–1932).
Joseph Loth hag Êmile Ernault a voe e zaou ziskibl tost hag e gendalc’herien, hemañ kentañ e warlerc’hiad war ar gador-prezeg.
Trumm e varvas Henri d'Arbois de Jubainville e 1910, er prantad ma oa bet beuzet un darn vras eus Pariz.
A-drugarez da Georges Dottin e weler penaos eo bet broudet al Lorenad da studiañ lennegezh kozh Iwerzhon hag ar sevenadur keltiek. Un ugent vloaz bennak goude lennet ar Barzaz Breiz e kejas ouzh Théodore Hersart de La Villemarqué, hemañ ezel eus an Akademiezh an Enskrivadurioù hag al Lizhiri kaer ivez.
Petra bennak ma oa echu gantañ gant ar brezhoneg er mare-se e studias anezhañ dre ar skridoù nemetken. Skrivañ a reas un nebeud pennadoù war yezhadur ar brezhoneg[2] ha reoù all war an anvioù-tud brezhonek kavet er c’hartaoù kozh, met kompren a reas e oa al lennegezh vrezhonek dibourvez a destennoù o taveañ d’ar sevenadur keltiek kozh.
Deskiñ kembraeg hag iwerzhoneg kozh a reas, ken e voe ar c'hentañ arbennigour gall war lennegezhioù Keltia. Ur c’hevandir sevenadurel e talc’h da lakaat da zivorañ[3].
Ma oa Henri d'Arbois de Jubainvill troet ouzh studi ar Geltiegezh, ne oa ket un arkeologour anezhañ, ul lizheregour e oa, a glaskas kompren ar c’hevredigezhioù dre ar gerioù keltiek hag alamanek a gaver e skridoù an Henamzer. Gant labourioù ar geltegourien alaman e pledas, en o zouez ar Grammatica Celtica savet gant Johann Kaspar Zeuss e 1853. Keltomania, da lavared eo, un deur bras evit ar Gelted a savas en Europa a-bezh.
Ma lezas koun un den gouzañvus e oa start en e vennozhioù hag e gredennoù hengounel (relijion, brogarouriezh). Levezonet gant ar spered kempred e klaskas diskouezañ dre studi ar skridoù harpet gant an arkeologiezh e oa bet araok aloubadenn ar Romaned ur seurt impalaerezh kelt en doa lakaet meuriaded german dindan e bennaotrouniezh. Arguzennoù a sache eus an douranvadurezh, da skouer, pa oa bet prouet eo keltiek kalz ar stêranvioù e Bro-Alamagn. Meneg un impalaerezh kelt kozh gant Titus-Livius ha hini dreisted milourel ar C'halianed e-keñver ar C'hermaned gant Kaesar a vroudas ar martezeadennoù-se ha ne oant ket nac'het gant an holl Alamanegerien. Darn an istorourien a asantas ma oa kendirvi-nes ar Gelted hag ar Germaned[4]. Beteg hiziv e chom an Alamaned hag an Aostridi kalz dedennet gant istor ha buhez ar Gelted kozh.
Henri d'Arbois de Jubainville en deus roet brud da droidigezh al lostgêr -acum pe -iacum a gaver e meur a lec’hanv e Bro-C’hall, met treuzfurmet hag aet da vogalennoù (-é', -ié, -y, -ieu hag all). Hervezañ, ar pennrann a zispak anv ar perc’henn koshañ, un den galian-ha-roman gant un anv latin peurvuiañ, hag al lostger a dalvezfe merk ar piaou[5]. Pelloc’h e voe kavet ne oa ket al lostger ur merk piaou hag e c’helle ar pennrann bezañ un anv-kadarn. Frañsez Falc’hun a bouezas war ezvezañs ar penrannoù douaroniel.
An deorienn a zo bet heuliet gant Auguste Longnon hag Albert Dauzat, met kemmet e voe ar sell gant Marc Bloch hag embannadur tezenn an istorour Michel Roblin (1910–1998)[6].
Labourioù nevesoc'h war ar galianeg o deus kadarnaet ar martezeadennoù[7].
Da lavar Christian-Joseph Guyonvarc'h ez eo levezonet speredoù ha hentennoù labour H. d'Arbois de Jubainville gant o mare, daoust dezho bezañ degaset e Bro-C'hall gwelloc'h anaoudegezh eus ar skridoù gwengelouriel keltiek[8] ; « mastaret int gant soliadelouriezh hag istoreloureizh int » (entachés de positivisme et d'historicisme) hervezañ[9].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.