Hatuey
From Wikipedia, the free encyclopedia
Hatuey, ganet en Hispaniola, marvet d'an 2 a viz C'hwevrer 1512 e Yara (Cuba), a oa un tiern taino eus Hispaniola hag a vrezelias enep ar gonkistadored spagnol. Eñ an hini a voe ar c'hentañ den hag en em savas a-enep an drevadennerien en Amerika. Kemer a reas penn ur bagad broiz da stourm ouzh ar Spagnoled, ma voe tapet ha devet ganto. Un haroz broadel eo Hatuey e Cuba.[1]