Hồ Chí Minh
From Wikipedia, the free encyclopedia
Hô Chi Minh (e vietnameg Hồ Chí Minh), a zo Nguyễn Sinh Cung e anv gwirion, anavezet ivez evel Nguyễn Tất Thành (Nghệ An 1890–Ha Noi 1969), kargiad eus ar Stad Vietnamiat ha diazezer Republik Viêt Nam.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Republik Demokratel Viêt Nam, Viêt Nam, Annam, Indez-Sina c'hall |
Anv e yezh-vamm an den | Hồ Chí Minh |
Anv ganedigezh | Nguyễn Sinh Cung |
Anv-bihan | Minh |
Vietnamese middle name | Sinh |
Anv-familh | Hồ |
Lesanv | Nguyễn Ái Quốc, Hồ Chí Minh, Nguyễn Tất Thành |
Deiziad ganedigezh | 19 Mae 1890 |
Lec'h ganedigezh | Kim Liên |
Deiziad ar marv | 2 Gwe 1969 |
Lec'h ar marv | Ha Noi |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | heart failure |
Lec'h douaridigezh | Ho Chi Minh Mausoleum |
Tad | Nguyễn Sinh Sắc |
Mamm | Hoàng Thị Loan |
Yezh vamm | vietnameg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg, vietnameg |
Micher | politiker |
Karg | President of Vietnam |
Bet war ar studi e | Skol-Veur Gomunour Labourerion ar Reter, Quoc Hoc – Hue High School for the Gifted |
Lec'h annez | Ha Noi |
Lec'h labour | Pariz, Ha Noi |
Strollad politikel | Communist Party of Vietnam, Strollad Komunour Gall, SFIO |
Relijion | Vietnamese folk religion |
Grad milourel | jeneral |
Brezel | Brezel Vietnam, Kentañ brezel Indez-Sina |
Prizioù resevet | Order of Lenin, Gold Star Order, Grand Cross of the Order of Polonia Restituta |
Oberennoù zo en dastumad | National Museum of Vietnamese History |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
Ho Chi Minh, sturier Riez Werinel Viêt-nam, a renas e-pad bloavezhioù ha bloavezhioù ur stourm evit dieubiñ e vro. Moan ha bresk da welout, en devoa daoulagad lugernus hag ur barv gloev. Meur a vicher a reas en e yaouankiz : mevel, skaoter-listri, keginer, skolaer ha luc'hskeudenner a-raok dont da vezañ un emsaver direpu hag un irienner difaezhus. Anavezet mat e oa dija pa oa c'hoazh Mao Zedong ul levraoueger divrud e Peking, ha bevañ a reas koshoc'h eget Stalin, Gandhi ha Nehru. Betek dibenn e vuhez e stourmas evit dieubiñ e vro d'un oad m'o doa tud evel Sukarno ha Ben Gourion kuitaet ar stourm politikel. A-raok bezañ bet krouer gwirion ar Strollad komunour indezsinat a zeuas da vezañ ar Viet-minh, ha krouer an emsav Lao Dong (Emsav al labourerion) e oa bet ivez ezel eus eus ar Strolladoù komunour gall, rusian ha sinaat. Evel un "apparatchik" etrevroadel, e oa boas d'en em dreuzwiskañ, un deiz gant soutanenn velen ur manac'h boudaat hag un deiz all gant lifre reut un ofisour eus an 8vet lu komunour sinaat. Dic'hallus eo kontañ e holl anvioù faos : ne gemeras an anv HO CHI MIN - " an hini a ro sklêrijenn" nemet e 1946 pa grogas ar gouvrezel a-enep d'ar C'hallaoued.
Evel an darn-vuiañ eus an dispac'herion e tremenas ur pennad mat eus e vuhez o tec'hout a-zirak ar polis. Chom a reas en toull-bac'h e-pad bloaz. Kuzhat a reas e-barzh kevioù. Mervel a reas meur a wech hervez ar c'helaouennoù evit dassorc'hiñ dindan anvioù nevez. Evel ar bambouz e oa kalz startoc'h ha nerzhusoc'h eget na hañvale bezañ d'ar c'hentañ sell. Un den eeun-tre e oa ivez : gwisket e veze gant dilhad marc'had-mat ur micherour ; e votoù a oa graet gant tammoù pneu ; kousket a rae en ul lochenn e-barzh palez ar gouarnamant ha komz a rae ur yezh muioc'h didro eget ar gregach marksat-leninat boas.