From Wikipedia, the free encyclopedia
Gwynllŵg (anavezet evel Wentloog e saozneg) a oa ur rouantelezh vrezhon e gevred Kembre ar Grennamzer.
Anvet eo diwar-lerc'h ar roue Gwynllyw a renas war-dro dibenn ar Vvet kantved, hag a zo bet lakaet da sant.
Diwezhatoc'h e voe un aotrouniezh norman ha goude kantrev. Unan eus seizh kantrev Morgannwg e oa.
Diazezet e oa en izeldirioù etre ar stêrioù Rhymni ha Wysg hag en uheldirioù en hanternoz dezho. Ur rann e oa eus rouantelezh kozh Morgannwg kentoc'h eget eus hini Rouantelezh Gwent rak honnezh n'ae ket pelloc'h war-du ar c'huzh-heol eget ar stêr Wysg. Koulskoude, adalek al Laws in Wales Acts eus 1535-42, e voe staget ar c'hantrev ouzh ar re a oa er reter d'ober kontelezh Menoe istorel.
Orin Gwynllŵg zo e rouantelezh Glywysing. Dont a ra hec'h anv eus ar roue Morgannwg, etre kantrev Senghennydd er c'huzh-heol ha Rouantelezh Gwent er reter, oc'h emastenn eus aod Mor Hafren betek torgennoù kentañ Brycheiniog.
Prestik goude 1090 e kouezhas ar vro etre krabanoù an Norman Robert fitz Hamo, fel Arglwydd Morgannwg.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.