Grunge

From Wikipedia, the free encyclopedia

Ar Grunge (a anver a-wechoù 'Son Seattle' pe Seattle sound) a zo un isdoare a 'n alternative rock a zeuas war-wel e-kreiz ar bloavezioù 1980 e stad amerikan Washington, tro-war-dro Seattle pergen. Levezonet gant ar punk hardcore, an heavy metal hag ar rock indie, ar grunge a naou dre-vras gant torgammoù kreñv, gitaroù-tredan, kanaouennoù leun a nerzh ha pozioù kounnaret. Stil ar grunge zo dibarek a-walc'h e-tal an doareoù sonerezh all eus ar rock: lous, gwisket fall, setu ar skeudenn a voe roet eus al luskad a-hed e brantad, dizedennet ma oa ul lodenn vras eus ar sonerion gant an neuz hag an arvest.

Luskadoù kentañ ar grunge a grogas d'en em stummañ tro-dro d'al label lerc'hwez dizalc'h a Seattle Sub Pop e dibenn ar bloavezioù 1980. Dont a reas al luskad d'ober berzh er c'henwerzh el lodenn gentañ eus ar bloavezioù 1990, en abeg da enrolladurioù ar pladennoù Nevermind gant ar strollad Nirvana ha Ten gant ar strollad Pearl Jam. Berzh ar strolladoù-mañ a vountas brud an alternative rock hag a lakas ar grunge da vout unan eus an doareoù hard-rock anavezetañ eus ar mare. Neoazh, ul lodenn vat a 'r strolladoù grunge ne oant ket en o bleud gant o brud. Daoust ma'z eus bet divodet ur bern eus ar strolladoù grunge e dibenn ar bloavezioù 1990 e kendalc'h o levezon da vout pouezus war ar rock modern hiziv an deiz.

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.