From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar grip (influenza e latin) a zo ur c'hleñved poreüs degaset gant pevar seurt viruz eus kerentiad an Orthomyxoviridae (Myxovirus influenzae A, B, C ha D). Tagañ a ra al laboused hag un nebeud bronneged evel ar moc'h, ar reuniged hag an dud. An epidemiezh a c'hoarvez en diskar-amzer hag er goañv dreist-holl. Terzhienn, poan-benn, paz, faringit, mialgiezh, asteniezh ha disnaon eo e sinoù pennañ. Treuskaset e vez ar grip etre an dud dre an analañ dre takennoùigoù puilh ar viruzoù enno o tont eus paz ha streviadur ar sujidi poreet.
Viruzoù TRN eo viruzoù ar grip. Eus kerentiad an Orthomyxoviridae emaint. Pevar anezho int : viruz ar grip A, viruz ar grip B, viruz ar grip C ha viruz ar grip D, digemmet an eil diouzh ar re all dre antigenusted o nukleoprotein. Viruzoù ar grip A eo ar re a zo kaoz d'ar pandemiezhoù bep bloaz.
Berr eo ar gorvezh : 1 pe 2 zeiz. Kregiñ a ra ar c'hleñved a-benn-krak gant un derzhienn trec'h da 38,5°C, gant kridienn, klopennadoù (poan-benn), asikted, disnaon, mialgiezh (poan-gigenn), arthralgiezh (poann-genvell). Tizhet e vez ar forzhioù analañ ivez : darwazh fri, berradur ar fri, paz sec'h, poan-gargadenn, raoudur ar vouezh.
Kinniget e vez d'an dud gant riskloù bezañ vaksinet bep bloaz er broioù greantelaet. An dud gant riskloù eo :
Evel kalz kleñvedoù poreüs e chom ar yec'hedouriezh an doare kentañ da zizarbenn an tredizh e-pad ur c'hleñved-red :
An den klañv a rank paouezat da labourat ha diskuizhañ er gêr. Parraat a raio ouzh an tredizhañ ha treled an darreuziad ivez.
Mervel a ra gant ar grip etre 250 000 ha 500 000 den er bed bep bloaz, bugale yaouank ha tud kozh dreist-holl.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.