![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/9/90/TheKuiperBelt_75AU_Large.svg/langbr-640px-TheKuiperBelt_75AU_Large.svg.png&w=640&q=50)
Gourizad Kuiper
From Wikipedia, the free encyclopedia
Gourizad Kuiper a zo un dachenn eus Koskoriad an Heol, en tu-hont da gelc'htro Neizhan, etre 30 ha 50 unanenn astronomek. An dachenn-se, e stumm ur walenn, a ya moarvat ouzh hec'h ober 35 000 traezenn bennak hag o deus 100 km a dreuzkiz da vihanañ, ar braz anezho war plan an ekliptik. Mas hollek an traezoù-se a zo neuze kalz en tu-hont (meur a gant gwech) da hini ar gouriziad asteroidennoù a zo etre Meurzh ha Yaou.
Moarvat eo dilerc'hioù diwezhañ an nivlennad Heol a zo bet e pennorin ar sistem heol. An darnoù doues, e diabarzh an disk, a zo deuet da vezañ planedennoù. An erien diavaez, dizouesoc'h, en deus roet ur bern korfoù bihan.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/9/90/TheKuiperBelt_75AU_Large.svg/640px-TheKuiperBelt_75AU_Large.svg.png)