From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur c'hoari strategiezh kenstrollañ difetis eo ar c'hoari go (碁 pe 囲碁 : igo e japaneg). Kozh-tre eo, ar c'hoshañ c'hoari anavezet evit ar mare. A-zaou e vez c'hoariet.
Go (c'hoari) | |
---|---|
Anv sinaek | |
Sinaeg hengounel | 圍棋 |
Sinaeg eeunaet | 围棋 |
Hanyu Pinyin | Wéiqí |
Wade-Giles | Wei-ch'i |
Anv japanek | |
Kanji | 囲碁 |
Romaji | Igo |
Anv koreanek | |
Hangul | 바둑 |
Romanekadur reizhet | Baduk |
McCune-Reischauer | Paduk |
Doare ar c'hoari | |
Niver a c'hoarierien | 2 |
Oad | ne vern |
Amzer termenet | N'eus ket |
Pad ar c'hoari | eus 10 munud da 3 eurvezh, a-wechoù a e c'hall an abadennoù tournamant padout ouzhpenn 16 eurvezh |
Kemplezhder | Izel |
Strategiezh | Uhel-kenañ |
Perzh ar chañs | hini ebet |
Barregezhioù | strategiezh, Arsellet |
Ijinet eo bet e Sina e-tro 2000 bloaz kent JK. Hiziv e vez c'hoariet go e Sina dreist-holl (ma vez graet 圍棋 pinyin : wéiqí, Wade-Giles : wei-ch'i anezhañ), e Korea (m'eo anvet 바둑 baduk pe paduk), hag e Japan (ma reer go, pe igo anezhañ). E Japan en deus tapet brud ar go adarre e-touez ar re yaouank gras d'ar manga Hikaru No Go. Er peurrest eus ar bed eo aet brud ar c'hoari go war-gresk ingal en dekvedoù diwezhañ. Berzh a ra abalamour d'an eeun m'eo reolennoù ar c'hoari ha koulskoude eo lies tuioù ha troioù ar c'hoari.
Hervez ar c'hrennlavar n'eus ket bet c'hoariet biskoazh an hevelep abadenn div wech. Ha marteze eo gwir a-walc'h : war ur goban warnañ 19 poent kej dre 19 ez eus e-tro 4,63.10170 lec'hiadur posupl evit ur maen; Kalz brasoc'h c'hoazh eo eta an niver a abadennoù a c'haller c'hoari. Evel-just, n'eo ket evel-se emañ kont rak splann eo ez eus taolioù c'hoari fall-tre. A-benn ar fin eo kalz izeloc'h an niver a abadennoù a c'haller c'hoari, daoust ma chom labour aner klask jediñ an niver-rik anezho dre ar jedoniezh.
Ur skeul zo evit live ar c'hoarierien go a ya eus an 30vet Kyu (deskarded) betek ar 1añ kyu, ha goude-se eus ar 1añ dan betek an 8vet dan evit an amatourien. Ur briziadenn dre vras eo an 30vet kyu rak n'eus bevenn gwirion ebet d'al live izelañ, sklaer eo. Klotañ a ra live ur c'hoarier 1añ dan a-vicher gant live ur 7vet dan amatour.
Lakaet e vez taol ijin ar go, ouzhpenn 4000 bloaz zo, pe war kont an Impalaer Yao (-2337 - -2258) pe war hini an Impalaer Shun; an daou anezho c'hoant ganto desevel o mab ha tresañ un hent dezhañ er vuhez. Lod all a soñj dezho eo ur gwaz, anvet U, en dije ijinet ar c'hoari a-benn dudiañ e Aotrou dindan ren Ketsu en XVIIIvet kantved a-raok ar marevezh kristen.
Diouzh vojenn ar pemp aerouant e voe divizet krouiñ ar c'hoari go gant an daou aerouant Hei Tzu ha Bai Tzu, a veze oc'h en em gannañ evit gouzout piv a oa ar c'hreñvañ anezho o-daou. Evel-se e vije tu d'o dispartiañ. Kaset e voe neuze gant an doueed un aerouant all a-benn evezhiañ ar c'hoari, ha roet urzh dezhañ da zont en-dro evit dezrevelliñ an abadenn dre ar munud pa vije bet echu ar c'hoari. Heñvel e oa ar reolennoù c'hoari ouzh ar re a-vremañ, nemet ne oa ket eus reolenn ar c'ho peogwir e oa divarvel an daou aerouant ha neuze difin o fasianted. O c'hoari emañ atav an daou aerouant abaoe milvedoù, ha bep milved e vez kaset gant an doueed un aerouant all da evezhiañ ar c'hoari. Evit poent ez eus pemp aerouant o sellet ouzh an abadenn. Lavaret e vez e tlefe ar c'hwec'hvet bezañ kaset a-benn un nebeud bloavezhioù ac'hann.
Kavet e vez er yiking, an arz divinout sinaat, heñveladurioù niverus gant ar go a c'hallje bezañ benveg danvezel an divinout.
Er bloazlevrioù Nevezamzer ha Diskar-amzer (etre -722 ha -481) emañ ar menegoù skrivet kentañ eus ar c'hoari go. Diwezhatoc'h eo meneget ar go gant Konfusius en e gaozeadennoù. Skrivet eo bet an dornlevrioù go kentañ e Sina e-tro dibenn an dierniezh Han (deroù an IIIe kantved). D'ar mare-se e voe renket ar go e-touez an "tri arz sakr" (livañ, sonerezh ha kaerskriverezh). Adal dibenn an Haned ha betek adsavidigezh an Impalaeriezh gant ar Suied e 589, e kouezh ar renkadoù ren en arouaregezh hag en em roont d'an daoegezh ha d'ar go.
Da neuze e ra berzh-bras ar go; ijinet e vez un doare renkañ ar c'hoarierien hervez o barregezh, savet e vez ensavadurioù go gant kargidi. Niverus eo al levrioù embannet diwar-benn ar go : dastumadoù abadennoù, skridoù teorikel, roll c'hoarierien, hag all. Renket eo ar go etre an "tri arz sakr" pleustret warno gant an Impalaer ha tud a lez, betek dibenn an XIXvet kantved.
Degouezhout a ra ar go (baduk e koreaneg) e Korea er Vvet kantved. Er VIIvet kantved emañ e Japan ma ra berzh diouzhtu e-touez metoù ar vrientinien, levezonet-kenañ gant Sina. Ar re-se a vir evito o-unan ar gwir da c'hoari. Berzet eo ouzh ar venec'h c'hoari go e dezveg lezennel 701.
Diwezhatoc'h en em ledo ar c'hoari go e-mesk ar voñzed hag ar samouraied a implije anezhañ evit pleustriñ war ar strategiezh vilourel. Gant ar venec'h nicherenat (skol voudaek japanat) e voe savet ar skol go kentañ : skol Honinbo.
Kent da Japan bezañ unanet e 1603 emañ ar go en e varevezh klasel. Harpet eo gant ar vilourien hag ar shogun Tokugawa; teir skol vras nevez a vez o keveziñ a-benn tapout evito ar postoù kargidi arc'hantaouet mat. Bep bloaz e vez bodet daou c'hoarier gwellañ Japan e-kerzh un tournamant dirak an Impalaer hag ar shogun, betek adreizhadenn Meiji.
En XVIIIvet kantved e kroger da venegiñ ar c'hoari evit ar wech kentañ dre skrid e bed ar c'hornôg. Kavet e vez e dezrevelloù ar veajourien evel hini ar Jezuist Matteo Ricci; dont a ra ar go da vezañ anavezet en Europa. Gant Leibnitz eo bet embannet ar pennad europat kentañ war ar go e 1710. Koulskoude n'eo nemet e dibenn an XIXvet kantved ma yeas ar go war-raok, dreist-holl en Alamagn hag en Aostria-Hungaria. Krouet eo ar c'hlub kentañ e 1895 gant ofisourien eus ar morlu aostriat-hungarat hag e 1909 e teu er-maez ar gelaouenn gentañ.
War ziorren eo aet ar go modern er bed a-bezh goude an eil brezel bed, broudet gant lusk ar c'hevread japanat ha nerzh nevez ar c'hevreadoù korean ha sinaat.
Ouzhpenn 40 milion a c'hoarierien zo hiziv, en o zouez e-tro 1 milion a Europiz.
Skouer un dalc'h (live aes) : C'hoari a ra ar re Zu.
Penaos saveteiñ ar strollad el laez a-zehou ?
Diskoulm gant 1. Divinit ar peurrest...
Eeun eo reolennoù ar go ; setu an diverrañ anezho :
Peurliesañ e vez implijet adstummoù a bep seurt diwar ar reolennoù-se. A-is emañ displeget an adstummoù all-se na cheñchont ket doare ar c'hoari forzh penaos.
An tablez (goban e japaneg) zo anezhañ ur gael 19 linenn c'haranet dre 19 a ya da stummañ 361 poent kej. Alies e c'hoari an deskarded war gobanoù bihanoc'h 13x13 pe 9x9, gant an hevelep reolennoù c'hoari.
Dasparzhet eo ar mein (go-ishi e japaneg) e daou strollad difin o niver sañset met e gwirionez ez eus 181 maen du ha 180 maen gwenn. C'hoariet e vez ar mein viheñvel war poentoù kej ar garanoù a zalc'h anezho e plas. Evel-se ne riklont ket war ar goban pa vez embreget ar mein.
Peurliesañ e vez lakaet ar mein e-barzh bolennoù (go-ke e japaneg), unan dre c'hoarier. Aes eo ober gant golo ar volenn evit renkañ ar mein bet paket e-kerzh an abadenn.
A-raok kregiñ gant un abadenn nevez e tiviz an daou c'hoarier pehini anezho a grogo ganti, dre an nigiri. Graet e vez nigiri eus ar fed evit ur c'hoarier da gemer un niver bennak a vein gwenn, tra ma tap egile ur maen du pe zaou. Lakaat a ra da gompren evel-se e soñj dezhañ eo par pe ampar an niver a vein gwenn zo e dorn e eneber. M'eo deuet a-benn da zivinout mat e tap ar mein du hag e c'hoari da gentañ.
Dre zaou e vez c'hoariet go. Unan a ra gant ar mein gwenn hag egile gant ar re zu. E deroù an abadenn eo goullo ar goban. Ar c'hoarier du eo a grog ganti pa vez c'hoariet hep dilañs (sellet a-is evit an displegadennoù a denn d'ar c'hoari gant dilañsoù).
C'hoariet e vez a bep eil; pep hini a laka ur maen war unan eus poentoù kej ar goban (gallout a reer c'hoari war ar poentoù kej zo war ar bordoù pe war kornioù ar gael ivez). Ur wech bet lakaet war ar goban, ne vez ket cheñchet plas d'ur maen ken. Gallout a ra ur c'hoarier leuskel e dro pe dilezel an abadenn pa vez e dro.
Lavaret e vez eo luget kenetrezo ar mein eus an hevelep liv zo stok-ha-stok (en ur heuliañ linennoù ar gael). Mont a reont d'ober ur strollad. Frankizoù a reer eus ar poentoù kej goullo en-dro d'ur strollad pe d'ur maen. Pa ne chom frankiz ebet ken gant ur maen, pe ur strollad mein, eo paket (prizoniet). Tennet e vez kuit ar strollad a-bezh eus ar goban neuze. Lakaet e vez gant ar bern prizonidi paket digant an tu enep.
Kuit na vefe adc'hoariet an hevelep taol da viken eo bet savet reolenn ar c'ho (Ur ger japanek a dalvez peurbadelezh eo ko). Berzet eo c'hoari un taol a adlakfe ar c'hoari en ur stad bet gwelet dija e-kerzh an abadenn. E gwirionez, peurliesañ ne vez implijet reolenn ar c'ho nemet evit ur maen, pe ur strollad mein, zo o paouez bezañ prizoniet ha pa ne chom nemet ur frankiz gant ar maen eo bet c'hoariet an taol gantañ. Ma vez c'hoariet un taol a adkas an traoù d'ar stad ma oant just a-raok ez eo ur c'ho. Difennet eo c'hoari aze eta. Ret eo d'ar c'hoarier c'hoari pelloc'h eta, ar pezh a grou ur c'hemm war ar goban. Evel-se, ma ne vez ket leuniet ar c'ho gant ar c'hoarier all war-lerc'h, eo posupl pakañ el lec'h-se en-dro .
Efed ar c'ho eo lakaat ur saviad lec'hel (en-dro d'ar c'ho) da vezañ kalz diouzh stad an traoù war peurrest ar goban. Ma fell d'an daou c'hoarier gounid ar c'ho e rankont c'hoari taolioù tag e lec'h all war ar goban, betek ma tivizo unan eus ar c'hoarierien ober van eus ur gourdrouz e lec'h all a-benn gellout gounit emgann ar c'ho.
Pa vez c'hoariet ur maen e vez sellet da gentañ ouzh frankizoù ar strolladoù enep tro-dro dezhañ. Ma n'eus frankiz ebet ken da lod anezho e vezont tennet kuit ha kontet evel prizonidi. Ma n'eus bet paket strollad enep ebet e studier frankizoù ar strollad m'emañ ar maen zo o paouez bezañ lakaet war ar goban (a-wechoù, eñ hepken). Ma n'eus frankiz ebet ken gant ar strollad ez eo un emlazh. Difennet eo.
Echuiñ a ra ar c'hoari pa laosk daou c'hoarier o zro lerc'h-ouzh-lerc'h. Tennet e vez neuze ar mein marv (ar re chomet war ar goban hag a vo paket dre ret) e-giz pa vijent bet prizoniet. An tabutoù evit gouzout ha bev pe varv eo ur maen a vez diskoulmet en ur genderc'hel da c'hoari betek ma vefe a-du an daou c'hoarier. E Japan ez eus ur roll degouezhioù hir a ra dave da abadennoù c'hoariet e-kerzh tournamantoù. Dister dra eo se evit an darn vrasañ eus ar c'hoarierien.
Ur wech tennet ar mein marv e konter ar poentoù a-benn gouzout piv zo bet trec'h, da lavaret eo piv zo aet gantañ an tiriad brasañ war ar goban. Daou zoare zo evit se :
Ne vern an doare kontañ, trec'h eo an hini a zastum ar muiañ a boentoù. Peurliesañ en em gaver gant an hevelep trec'hour, pe gant mod Sina pe gant hini Japan.
Evit ma c'hallfe c'hoari a-gevret c'hoarierien dezho liveoù disheñvel e c'haller leuskel un tamm lañs d'ar c'hoarier gwanañ. Hennezh, hag a c'hoari gant Du, a c'hall kaout un nebeud mein ouzhpenn lakaet war ar goban a-raok na krogfe an abadenn.
Peurliesañ, e vez lakaet meiñ lañs ar c'hoarier gwanañ war ar goban war poentoù kej kendivizet anvet hoshi. War ur goban 19x19, ez eo an 9 foent da-heul :
Alies eo rakverket al lec'hioù-se war ar goban dre ur poent brasaet en-dro d'ar poent kej.
Du a c'hall lakaat etre 2 ha 9 maen dilañs hervez diforc'h live an daou c'hoarier. Ma ne sav ket an diforc'h live en tu all d'ur maen hepken, du a c'hoari da gentañ, ar pezh a ro un tamm lañs bihan ma c'haller drezañ gounit e-tro 5 pe 6 foent.
Pa gevez daou c'hoarier ken kreñv ha ken kreñv ez eus ul lañs dre ret gant ar c'hoarier a grog evel m'eo bet gwelet a-us. E-pad kantvedoù ez eus bet c'hoariet go hep teuler nemeur a fed d'an digempouez-mañ. Goude-se eo bet istimet gounid an du war ar gwenn da 5 poent hanter. Bremañ e roer ar poentoù-se d'ar re wenn e-pad an abadennoù kevatal. Komi a reer eus ar poentoù digoll-se.
Abaoe un nebeud bloavezhioù eur tuet da lakaat kreskiñ talvoudegezh ar c'homi. Tremenet eo da 6 poent hanter e Korea hag e Japan ha da 7 poent e Sina.
Elfennoù diazez ar strategiezh er c'hoari go zo :
Pennad pennañ: An urzhiataerioù hag ar go
Daoust d'an araokadennoù eo pell ar goulevioù c'hoari go da vezañ ken mat ha goulevioù an echedoù. Ar goulevioù barrekañ ne dapont ket live ur c'hoarier klub etre c'hoazh hag aes e vefent pilet gant ur c'hoarier ampart gantañ un dilañs 9 maen. E 1997 eo bet trec'het ar goulev HandTalk gant Janice Kim, shodan a-vicher, daoust d'un dilañs a 25 maen. E 1998 eo bet trec'het Many Face of Go gant Martin Müller, 6vet dan amatour gant 29 maen dilañs. Displegañ a c'haller kement-mañ dre doareoù liesseurt ar c'hoari, en o zouez :
Setu perak e soñj da imbourc'herien zo war ar speredegezh kalvezel e kinnig ar go ur muzul gwelloc'h eus barregezh an urzhiataerioù eget an echedoù.
Stankoc'h-stankañ eo ar c'hoari go dre ar Genrouedad. Gallout a ra ar c'hoarierien kejañ, eskemm war abadennoù ha c'hoari an eil ouzh egile. Koulskoude n'eo ket ken priziet hag ar c'hoari gwir. Tu zo da c'hoari gant kalz servijerioù ha meziantoù. Gwelet C'hoari war ar Genrouedad ha Meziantoù c'hoari go.
E Seoul, d'an 9 a viz Meurzh 2016 e krogas an urzhiataer Google DeepMind, gant ar meziant AlphaGo, da c'hoari enep Lee Sedol (* 2 a viz Meurzh 1983), gwellañ c'hoarier denel 2015.
Krogad | Deiziad | LEE Sedol (den) Republik Korea | AlphaGo (meziant) Stadoù-Unanet | Evezhiadennoù |
---|---|---|---|---|
1 | 09 MEU 16 | 0 | 1 | Dic'hortoz ha tagus eo bet doare c'hoari ar meziant. |
2 | 10 MEU 16 | 0 | 1 | Emzifenn a-grenn eo bet doare c'hoari an den. |
3 | 12 MEU 16 | 0 | 1 | Digemm eo bet Lee Sedol, met lañs zo bet gant AlphaGo adal an deroù. |
4 | 13 MEU 16 | 1 | 0 | Dilez gant ar meziant. |
5 | 15 MEU 16 | 0 | 1 | 1 pt lañs pe 2 gant αGo er yosei ; an den en deus lezet an horolaj da dreiñ. |
Σ | 1 | 4 | Trec'h eo ar meziant. | |
* Arsellout ar c'hrogadoù (en). | ||||
Meur a wech dija ez eo aet ar maout gant ur meziant e-tal un den.
|
日本と日本文化のポータル — Porched Japan ha sevenadur Japan • Adkavit ar pennadoù a denn da Japan ha d'he sevenadur — 日本とその文化についてのページを見つける |
D'an 17 Kerzu 2007, ez eo bet lakaet ar pennad-mañ war ar renk evit bezañ anavezet evel « pennad eus an dibab ». Gallout a rit reiñ hoc'h ali war ar c'hinnig-se. |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.