barzh gallek From Wikipedia, the free encyclopedia
François Villon (a oa e anv gwir François de Montcorbier pe François des Loges, moarvat, 1431 - war-dro 1463) a oa ur barzh gallek hag a veve er XVvet kantved.
Ganet e voe e 1431 ha n'eur ket sur eus bloavezh e varv. La balade des pendus eo e oberenn anavezetañ, skrivet gantañ pa oa bac'het hag o c'hortoz bezañ krouget. Ne ouzer ket kalz a dra diwar-benn e vuhez. Lavaret a reer e oa ul lampon hag a voe toullbac'het meur a wech.
Ganet e voe e 1431, moarvat, e Pariz. Dre m'en doa kollet e dad, e voe fiziet gant e vamm baour en ur beleg anvet Guillaume de Villon, chapalan en iliz Saint-Benoît-le-Bétourné, e Pariz. Gant hennezh e voe kaset ar paotr d'ober studioù da vezañ kloareg. Tapout a reas ur vestroniezh e kevrenn an arzoù e skol-veur Pariz. Tamallet e voe dezhañ bezañ lazhet ur beleg en un tabut, e 1455. Kuitaat a reas Pariz neuze ha bevañ dindan guzh e-pad ur pennad. Er bloaz war-lerc'h e voe pardonet dezhañ, pa oa bet erbedet evitañ gant Guillaume de Villon. Diouzhtu war-lerc'h avat e voe tamallet dezhañ bezañ kemeret perzh en ul laeroñsi e Skolaj Navarra e Pariz. Mont a reas da guzh adarre ha bevañ etre 1456 ha 1461 e traoñienn al Liger.
E 1461 e voe toullbac'het c'hoazh, met lezet e voe da vont un nebeud mizioù diwezhatoc'h. Distroet da Bariz e skrivas Le Testament, met harzet e voe ur wech ouzhpenn e 1462. Jahinet e voe ha kondaonet d'ar marv. Da neuze eo e voe skrivet La balade des pendus gantañ. Hogen torret e voe ar varnadenn gentañ e miz Genver 1463, distaolet e voe ar c'hastiz ha cheñchet e dek bloavezh forbannerezh diouzh Pariz. Kuitaat a reas Pariz e miz Genver 1463, moarvat. Ha goude ne gaver mui roud ebet eus Villon.
N’eo ket kement-se stumm ar varzhoniezh a voe cheñchet gant Villon, met an danvez anezhi. Dilezel a reas ar garantez c’hwek ha seven ha kanañ meuleudi d’ar gorked, d’an druanted ha d’ar bailhardiezh. Met abalamour d’ar vuhez a renas, e kaver ivez tristidigezh ha keuz en e werzennoù.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.