From Wikipedia, the free encyclopedia
Un elfenn gimiek eo ar frankiom ; Fr eo e arouez kimiek, 87 e niver atomek ha 223 e mas atomek. Ur metal alkaliek eo.
Radon – Frankiom – Radiom | ||||
| ||||
Perzhioù hollek | ||||
Niver atomek | 87 | |||
Rummad kimiek | Metaloù alkaliek | |||
Strollad | 1 | |||
Trovezh | 7 | |||
Bloc'h | s | |||
Tolz atomek | [223] | |||
Aozadur elektronek | ||||
Aozadur elektronek an atomoù [Rn] 7s1 | ||||
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 18, 8, 1 | ||||
Perzhioù atomek | ||||
Niver oksidadur | +1 Oksidenn vazennek skañv) | |||
Tredanleiegezh | 0,7 (Skeul Linus Pauling) | |||
Gremmoù ionadur | 1 : 392,96 kJ/mol | |||
Skin atomek | 3,48 Å | |||
Skin kenamsav | 2,42 Å | |||
Skin Van der Vaals | 348 pm | |||
Perzhioù fizikel | ||||
Arvez | Gaz | |||
Douester (≈20 °C) | 2,90 g/cm3 | |||
Teuzverk | 21 °C | |||
Bervverk | 650 °C | |||
Tredanharzusted | (stlenn ebet) | |||
Neuz an elfenn | ||||
? (Ur c'haled du neuz ur metal dezhañ, war a greder) | ||||
Nebeut-tre a frankiom a gaver en natur : jedet ez eus bet n'eus nemet 30 g a frankiom en Douar.[1] En un tamm kailh uraniom ne gaver nemet 1 atom frankiom evit 1018 atom ag uraniom (1 atom 87 Fr evit 1 miliard a viliardoù ag 92U).
Eus skinoberiegezh an aktiniom (89Ac, un aktinid) e teu ar frankiom.
Kevanaozet ez eus bet atomoù frankiom dre vombezennaouiñ toriom gant protonoù, hogen a-gementadoù re vihan evit ma c'halljed o fouezañ.
Adal 1870 e voe klasket an elfenn a vije 87 e niver atomek, da lavaret eo dindan ar c'heziom 55Cs e strollad 1 an daolenn vareadek ; eka-cæsium e voe anvet da c'hortoz.
E 1925 ez embannas ar c'himiour soviedel D. K. Dobroserdov bezañ dizoloet eka-cæsium, a anvas rusiom evel-just. Ne glaskas ket pelloc'h.
Ur bloavezh diwezhatoc'h e voe daou gimiour saoz, Gerald J. F. Druce ha Frederick H. Loring, oc'h ober alkaliniom eus an hevelep elfenn.
E 1930 e voe tro an Amerikan Fred Allison d'he envel virginium 87Vi, hervez Virginia, ar Stad ma oa bet ganet. E 1934 e prouas an Amerikan H. G. McPherson e oa fazius labourioù F. Allison.
E 1936 e kredas ar fizikour rouman Horia Hulubei hag e genlabourez Yvette Cauchois, a Vro-C'hall, bezañ dizoloet an elfenn ivez, a anvjont moldaviom diwar Moldavia,bro c'henidik H. Hulubei. E 1939 e savas ar Priz Nobel Jean-Baptiste Perrin a-du gant ar moldaviom hag a-enep ar C'hallez all Marguerite Perey, he devoa embannet bezañ diskuliet an elfenn e Pariz en hevelep bloavezh.
Gant M. Perey e oa aet ar maout e gwirionez, p'he devoa tennet frankiom eus aktiniom 227Ac. An anv actinium-K a roa-hi d'an elfenn nevez, hag e 1946 e kinnigas catium diwar kation. Pa 'z eas he c'helennerez Irène Joliot-Curie enep an anv-se, a raje dave d'ar ger saoznek cat "kazh" kentoc'h eget da gation e kinnigas M. Perey an anv francium, a voe degemeret gant an IUPAC e 1949[2].
Bez' ez anavezer 33 izotop eus ar frankiom, an hini stabilañ o vezañ 223Fr (o tont eus 227Ac) gant un hanter-vuhez a 22 vunutenn hepken. An izotop naturel nemetañ eo.[1]
Hini, ker ral ha distabil eo an elfenn.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.