![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/24/Flora%252C_por_Tiziano.jpg/640px-Flora%252C_por_Tiziano.jpg&w=640&q=50)
Flora (doueez)
From Wikipedia, the free encyclopedia
Flora e oa doueez ar bleunioù hag an nevezamzer. Hervez Ovidius e oa doare latin an nimfenn a oa C’hloris e Gres. E bed ar plant eo ken a-bouez hag an doueez Gwener e bed an dud pe al loened. An nimfenn Pomona a vez anv anezhi kevret alies. Ur beleg a rae war he zro en templ a oa dezhi war ar menez Quirinal, e-kichen templ Quirinus.
- Ur pennad Flora zo ivez da gavout sterioù all.
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/24/Flora%2C_por_Tiziano.jpg/640px-Flora%2C_por_Tiziano.jpg)
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/2/2e/Sandro_Botticelli_040.jpg/640px-Sandro_Botticelli_040.jpg)
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/b/b8/Rembrandt_Harmensz._van_Rijn_051.jpg/640px-Rembrandt_Harmensz._van_Rijn_051.jpg)
Azeulet e veze Flora gant ar Sabined ha gant ar roue Titus Tatius eo e voe degaset da Roma, evel Quirinus, ma veze graet lidoù dezhi da-geñver C'hoarioù Flora, pe ar Floralia, a veze lidet eus an 28 a viz Ebrel betek ar 1añ a viz Mae, evit kaout eostoù fonnus. Hep he skoazell, a veze lavaret, ne veze ket ed, na bleuñv er gwez. Tamm ha tamm e teuas da vout doueez ar bleunioù dreist-holl. Mont a reas al lidoù e-maez ar c'hiz er IVe kantved.