From Wikipedia, the free encyclopedia
Ferdinando de' Medici (9 a viz Eost 1663 - 31 a viz Here 1713) a oa ur priñs eus Toskana, mab henañ Cosimo III de' Medici, dug-meur Toskana, hag e bried Marguerite-Louise d'Orléans. A-wechoù e vez lavaret priñs-meur anezhañ netra nemet abalamour d'an dud all anvet eveltañ en tiegezh Medici.
War e lerc'h e oa ur c'hoar hag ur breur. E c'hoar, Anna Maria Luisa de' Medici (1667-1743) a voe dimezet en 1691 da Johan Wilhelm von Neuburg-Wittelsbach, Dilennour Pfalz, breur-kaer an impalaer Leopold Iañ an Impalaeriezh Santel, ha bugel ebet n'o doe. E vreur Gian Gastone de' Medici (1671-1737) a zimezas en 1697 d'ur gontez alaman intañvez, ha bugel ebet n'o doe ivez.
Dizemglev a oa etre e dud, ken e voent dispartiet en 1675. Evel e vamm e oa troet gant plijadurezhioù ar bed, an arzoù, ar sonerezh, ha soner e oa ivez. Gante dad avat, un den a relijion anezhañ, e oa fall an darempredoù.
En 1689, e timezas da Violante Beatrix von Bayern, ur c'hoar da zaofinez Bro-C'hall, ha merc'h da Priñs-dilenner Ferdinand-Marie ha da Henriette Adélaïde de Savoie. Bugel ebet n'o doe.
Bambocher e oa Ferdinando. Tapout a reas an naplez e karnaval Venezia en 1696. Se eo a vije kaoz d'e follentez ha d'e varv en 1713, a-raok dezhañ gallout bezañ anvet da zug-meur Toskana.
En 1723 e varvas Cosimo III, ha Gian Gastone de' Medici a voe anvet da zug-meur.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.