![cover image](https://wikiwandv2-19431.kxcdn.com/_next/image?url=https://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/3/39/%25C3%2589douard-Henri_Avril_%252820%2529.jpg/640px-%25C3%2589douard-Henri_Avril_%252820%2529.jpg&w=640&q=50)
Fellasion
From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur fellasion(Daveoù a vank) pe ur chukadenn[1], zo un darempred revel a vez graet pa vez sunet pe lipet kalc'h ur gwaz, gant ur vaouez pe gant ur gwaz all. Implijout a reer ivez an droienn "Dibluskañ kig" evit ober anv eus an ober-se[2].
![Thumb image](http://upload.wikimedia.org/wikipedia/commons/thumb/3/39/%C3%89douard-Henri_Avril_%2820%29.jpg/640px-%C3%89douard-Henri_Avril_%2820%29.jpg)
An ober-se a c'hall bezañ plijus evit an daou berzhiad, hag a c'hell kas an hini zo sunet betek skrijañ[3],[4].
En darn vrasañ eus ar broioù n'eus ket a lezennoù a-enep an ober-se, daoust ma c’hall bezañ un tabou, un dra berzet, e lod eus ar sevenadurioù[4].
Lod a c'hall nac'h pe bezañ a-enep an ober-se abalamour d'o choaz personel, d'ar pezh a blij dezho pe get, pe d'un inhibadur revel[4]. Peurliesañ ne weler ket an ober-se evel un dra hag a laka an eil pe egile eus ar berzhidi da goll e werc'hted, daoust ma c'hall bezañ menoioù disheñvel diwar-benn ar c'hraf-se[5],[6].