From Wikipedia, the free encyclopedia
Felipa Moniz, Felipa Perestrelo, Filipa Moniz Perestrelom Filipa Perestrelo Moniz (c. 1455- c. 1484) a oa pried Kristol Goulm, merdeer eus Genova (Italia).
Merc'h e oa da Vartolomeo Perestrello, merdeer portugalat a orin italian, ha da Isabel Moniz. He zad a oa genidik eus kêr Biacenza, en Italia, ha gouarnour enez portugalat Porto Santo e oa[1] He mamm a oa merc'h-vihan da Gil Aires, escrivão da puridade de D. Nuno Álvares Pereira, ha d'e bried Leonor Rodrigues.[2].
Felipa Moniz n'halle ket dimeziñ hep aotre mestr Urzh Santiago, ar roue João II de Portugal, evel a oa skrivet e levr reolennoù an urzh. War-dro 1479 e tegouezhas Kristol Goulm e Lisboa, evel marc'hadour. D'an 13 a viz Mae e euredas da Felipa Moniz. E 1481 e voe ganet o mab Diego. Neuze ez ejont da chom da Porto Santo, e-pad daou vloaz, ha goude da Vadeira[3].
Mervel a reas a-raok beaj he fried da Amerika.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.